Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

gwella park a oa e Tastris. Pa voe hadet, e gwiskas Kamula he brageriziou aour. Diskoulma he bleo a eure ha, gant he diou verc’h war he lerc’h, e reas tro ar park o heulia an holl ervennou anezan. Ha setu e pe zoare e kreskas, goude-ze, ar gwiniz er park : keit ha ker stank ar soulennou anezan hag ar blevennou e penn an teir maouez, ker melen an tanvouezennou outan hag ar mouead anezo pe aour o brageriziou, ker pounner ar greun ennan hag ar gwalennou en o c’herc’henn, en o diouvrec’h, en o daou-ufern treid[1].

Da herzel ouz loened pevarzroadek ar c’hoad da zont da baoata e winizeg, e savas Vindosêtlos en-dro d’ezi eur c’harz gant diou rezad peuliou bet lemmet ar beg anezo ha lakaet d’en em groazia. En eur c’horn e reas eur c’houdorenn gant barrou-gwez hag eno e tremene an holl zevez da zifenn ar park ouz drasterez evned. Eun deiz, war-dro kreiz an deiz, moredet dre nerz an tommder, e vanas kousket war geot an dalarenn, dirak toull-dor e c’houdor-lec’h. Hag ar brini war o api er gwez nesa, ha plava kerkent er park, nemet ne zalejont ket da dec’hout diwar nij, bet eur gerseenn ganto. Edo eur plac’h yaouank o tont eus ar c’hoad d’ar park. Uhel, sounn ha krenv ez oa evel eun evlenn yaouank. E-kreiz eur vodadenn-dud e vije aet hed he fenn hag he diouskoaz dreist d’ar merc’hed all hag he dije he c’hened tennet sellou an holl. Neuz-dalc’h, kerzed ha meurdez eur rouanez a oa d’ezi. Edo gwisket en eur sae wer hag e talc’he en he dourn fust onn eun arouezinti arem. Pa c’haolias garz peuliou ar park e tronsas he sae betek he daoulin hag ar brini du-peg a evezie he finvadennou a savas rec’h enno o welout he diouhar gwenn, krenv ha neuziet-kaer. Dont a reas da dal an den yaouank ha, hep diskregi diouz hec’h arouezinti arem, e soublas outan hag e lakeas he diweuz ouz e re[2]. Skanvoc’h stokadenn diweuz ar plac’h yaouank ouz diweuz ar paotr kousket eget hini ar valafenn ouz eur vleunvenn. Hogen kizennadou alaouret a-ziwar tro penn ar plac’h a gouezas war zremm Vindosêtlos. Ker kunv

  1. Frazer, I, pp. 33-6 ; III, pp. 310-2.
  2. Frazer, III (cultes agraires et sylvestres), pp. 64-5. Kenveria Rev. arch. 1902, II. p. 257.