gand an dinaou kornog, e tro he fenn, e laka he dourn dirak he daoulagad, e tastum war he dremm kizennadou flamm he bleo evit mirout d’o gwelout. Ma tro diouto eo dre ma ’z eo an dud-ze, e gwirionez, du ha drouk betek mel o eskern, daspugnet m’eman en o c’hreiz kement gwall-namm a zigas klenved, digened, dinerzded. dizunvaniez, dispac’h, brezel, sklavelez, koll-trevadou, pore-loened, kazarc’h, arne, kren-douar, dour-beuz, maro[1].
« Ez gwirion, eme an den yaouank, gwell d’an den chom e-unan-penn a-hed e vuhez eget kenveva gant seurt tud. Ma vije ganen pried ha bugale ha daoust d’in pe an eil pe egile eus an daou donkadur, e kasfen kentoc’h va zud daved loened fero ar gouelec’h eged en o zouez. Gwell d’ar re a garan amezegiez arzed, bleizi ha naered eged amezegiez ar re-ze ! »
Hag an den yaouank neuze ha staga da daolenni d’e dad-mager ar penna poblou en doa gwelet.
« Gwelet em eus, e penn retera ar bed, eme Vindosêtlos, eun douar meneziek ha dihenchou, golôet-holl a c’heot hag a wez. An aod anezan, uhel ha serz, a zo toullet a geviou doun. O sevel er-maez e weler moged an taniou a vez enaouet enno gand an dud. Rak da dïez-annez n’o devez tud ar vro nemed ar c’heviou-ze. Ganto doare-chatal ebet ! Teuzi ha labourat metalou n’ouzont ket ober. Prenn, maen pe askourn hepken ar binviou-brezel anezo. Ijinerez ebet ganto estr eged ar gwia rouedou. Diwar besked eo e vevont, ha diwar dibourc’h al loened-mor eo en em wiskont. Kroc’henet-melen ez int, peurzu o bleo, bihan o daoulagad, talfasok o dremm. Anezo tud digened, diouiziek, dizeven, distank ha dinerz !