Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/64

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

diberc’henn ! Skuiz an douarou-ze dre na daolont, bep hanvez, nemet bleuniou-garo, geot d’ar c*hirvi, mez d’ar moc’h-gouez, frouez put d’an evned. C’hoant ganto da c’henel ar magadur ma teu diwarnan ar brôadou galloudek[1]. Hirvoudi a reont da flourad ar soc’h, da voustrad ar yeoad ejened, da vennoz an haeler. »

— Truezus galvadenn ar rouanez yaouank en he dilez, eme an doue. Ha petra he deus lavaret eben ?

— Lavaret he deus an hini Goz : « Ha me kehelet gand an dud am perc’henn, ne zigas ar wazoniez anezo laouenedigez ebet d’am c’halon. Gouzout ar geriou, seveni al lidou, kinnig ar rôadou, peuroberia al lidlazadou a reont ervat, ha, gant-se, e renkan daskori d’ezo trevadou ha frouez[2]. Diegi, avat, am bez ouz hen ober, rak, evit va c’harantez, n’o deus ket anezi ! Gwenn, c’houez-vat ha sked-holl ez oa ar pried deut d’in eus an nenv em yaouankiz. Int-i a zo du, tenval, flêrius ! Garo ganen senti outo ! Garo beza sklavez dindano, o Atextorix ! »

— Glac’harusoc’h c’hoaz lenv ar vamm geoet gand ar gouennou fall eget hini ar verc’h e-kreiz he gouelec’h, eme an doue. Diwar-benn an dud ma ra ano anezo petra ac’h eus-te da lavarout ?

— O tad, o mestr, eme an den yaouank, ar seurt-se eo ar brôadou na fell ket da C’hrêna sellout outo. P’eman ar Verc’h skedus o pignat gand an naou reter[3] pe o tiskenn

  1. Diwar-benn an trec’h eus ar pobladou gounideien war ar pobladou hemolc’herien, ar pobladou mesaerien hag ar re en em ouestlet d’ar c’henwerz hepken, sellout Demolins, Comment la route crée le type social (Didot). — Ar brezoneg ed, it en hen-vrezoneg, a zo diwar-lerc’h eur ger keltiek *itus, hen-arianeg *pitus, e teu anezan ar zendeg pitu « magadur » ; an hen-slaveg pitati a dalv kemend-all, J. Loth, Vocab. v. br. p. 169.
  2. Lidou al labour-douar unvan-doare gant dishenvela gouennou ar bed, Frazer, III, pp. 1-134.
  3. Sellet e veze bolz an nenv a-wechou evel eur menez maen-strink o sevel a-us d’an douar. — Grian « heol » en iwerzoneg a zo gwregel hag a ziskouez dont eus eur furm geltiek *grêna. E brezoneg, e henvel « heol » beza bet gwregel ivez, hag ar furm anezan en hen-geltieg Sulis a oa ano eun doueez hevelebekaet ouz Minerva er marevez kelt-ha-roman. Cf. Rhys. Celtic Heathendom, p. 572-3 ; Anderson-Leclercq, Myth. scand. p. 22.