Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ar bir Ivos[1].


Eun nebeut deiziou goude, edo Vindosêtlos o c’hoari pelenn gand ar baotred yaouank all war c’hlazenn Moridunon, pa zeuas davetan e dad-mager. Gantan en e zourn ez oa eur saez hir ha kaer graet a goad ivin ruz.

« Setu aman, emezan, ar bir Ivos[2]. Nerz da yac’haat

  1. Kenveria : a) e-touez ar C’hresianed, mojenn an Huperborean Abaris en dije ergerzet ar bed war saez Apollo, o yac’haat ha glanaat an neb ma stoke outan ar benveg doueel en eur ranna al lavarennou dleet ; b) e-touez ar Gelted, an doue heolel saezek eus al Leuked (reter Galia) : skeudennet eo ez noaz, eur gouriz en e zargreiz ha diouaskell en e choug. Eur bir teo a dremen etre e ziouhar e-kenver d’an daoulin, Anthr. 1909, p. 107, skeud. 9.
  2. Kenveria an izel-latin ivus « doare-prenn mat d’ober saeziou » (Ducange). Beza a-walc’h e teufe eus ar c’heltieg ivo-, deut d’an iwerzoneg eo, d’ar c’hembraeg yw « ivin )). A-hed-amzer, en Europ, e voe graet gand ivin da zanvez gwaregou. A brenn ivin e veze, er grenn-amzer, gwareg vras (long bow) ar Saozon. Prenn gwaregou kêriadenniz-war-zour an Europ kreiz (XXVvet-XVvet kantved kent H. S.) a zo bet diskleriet dre biz-dispennadennou eus an danvez anezo ez oa ivin (Anthr. 1909, p. 68, n. 1). Alïes a-walc’h e tigas da goun ano eur benveg an danvez ma veze graet da genta : germaneg sax « kontell », latin saxum « roc’h » ; germaneg hammer « morzol », slaveg kameni « maen » ; sanskriteg paracus, gregach pelekus « bouc’hal », kembraeg elech « roc’h » ; izel-latin (a ouenn geltiek) artavus « kanived », keltieg *arta, iwerzoneg art « maen » (kenveria brezoneg aotenn = *altina, evid *artina ? Ernault, Gloss. m. br. p.44-5) ; gregach doru « goaf », drus, makedoneg darullos « dervenn » (Rev. celt. II, p. 424) ; latin quiris « goaf », quercus « dervenn », Anthr. 1909, p. 192.