Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/61

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

rout eo eun doneg divilgin start ouz e gorf ha bragou striz ha berr o lezel e zaoulin ez noaz[1]. Ar beure-ze, koulskoude, e-lec’h dont d’an aod digabell ha diarc’hen, en doa lakaet en e benn e dog-arem daougornek hag en e dreid e soliou-houarn.

Gwelout a eure ar morvil o neunvi eur pennad diouz an aod. Hag hen kregi en e c’harzou ha lammat en dour. Tizout a ra ar pesk, digeri d’ezan a-nerz-brec’h e c’heol ha mont e-barz etre an diou garvan. O vouta neuze ar garvan-grec’h gant kerniel e dog ha beg arem e c’harzou[2], e-keit ha ma pouez war ar garvan-draon gand e soliou-houarn, e ra d’ar mil digeri ec’hon-frank e c’heol ma teu dre an hent-se ar vag er-maez. Neuze e lez ar mevel an diou garvan d’en em adsteki hag en em gav gant Vindosêtlos war an tevenn.

« Bez deut-mat, Moridânos[3], emezan. Gwerelaouenn wenn ha devez laouen d’it ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober. »

  1. Hennez eo gwiskamant ar paotr yaouank a ro lusk d’ar rod war gaoter Gundestrup, A. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 368 (skeudenn.)
  2. Garzou arem ar garrenerien er c’henta oadvez an houarn, A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 111-5.
  3. « Ro ar mor ». Sellout Dottin, Langue gauloise, d’ar ger dâno-. Kenveria e gregach Heridanos « ro ar beure », D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 331.