Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/20

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

yaouank, evit distrei daved e gerent. E-pad an holl varevez-se ne wiskas na botou, na bodreou, na bragou, na toneg vilginek ha kougoulek, na tro-c’houzoug, na tog na kabell ebet. Da gement-se, moarvat, e voe dleour eus e gened ker meulet, o veza na voe netra biskoaz o voustra e izili, o huala ouz e gorf d’en em astenn kaer ha kompez. War eun dro e kave nerz an tan hag an heol, an douar hag an dour, an aer hag an amzer, hent frank da dreanti e gorf ha d’hel lakaat gwevn, kalet ha start. En e oad tener ha deut da baotr yaouank, ne sante ket yenien ar goanv. Treid-noaz e kerze er gliz-noz en eur gana. Gouronkedi a rae er mor d’an noz ha d’an darzenn-veure, o walc’hi e vleo ha skraba gant traez ha grean e gerc’hen hag e izili. Evel eur gwinver e skrimpe en uhela gwez, ha neuze, skoachet e-mesk glazvez o c’hernou, e heulie dre e sell an erered hag ar guped o nijal, ar garaned, ar c’houiboned hag an elerc’h o vont hag o tont, ar gwazi gouez o tremen hag o tistremen. Evel eur c’havrig e lamme war ar rec’hier sersa, war lein ar c’hrec’hiennou hag ec’h evezie ac’hano red ar c’houmoul, finv al loar hag ar stered[1]. Gouren a rae evel eun tarvig, war glazenn Moridunon, ouz advibien all Vissurix. A-gevret gand an ein hag ar menned-gavr, gand an ebeulien hag al leueou e taoulamme e geot ar peurvanou. En em gejet er bagadou kirvi gell a bep rumm, e kevezate outo en herrder hag e skanvder, hag, o vont dre grec’hiou ha traoniou, e rede en o serr an enezenn a-bez[2].

Kerkent ha m’oa bet barrek da gerzout, ez oa aet e dad-mager da c’hovel Moridunon. Teir zolzenn en doa lakaet er fornez, unan aour, arc’hant an eil, hag arem an drede. E vab Tritios[3] eo a gase ar vegin en-dro. Eus an dolzennad aour e reas Vissurix eur c’helc’h-c’hoari lugernus gand ar vazig anezan ; eus an dolzennad arc’hant e voe oberiet gantan eur wareg hag he daouzek saez, hag eus an dolzennad arem eur re c’hoafiou-bann gant peb a envez. Tritios a drouc’has hag a liammas ouz an envez anezo al

  1. Jordanes, De origine actuque Getarum, IV.
  2. Kenveria Justinus, XLIV, 4 ; Rev. celt. 1907, p. 258-9.
  3. « Trede ».