Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —
en eneb d’ar red anezi, beteg an eienenn. Unan ens marziou enez Abalos eo an dra-ze ! Hevelep ano a zo d’ar wazredenn ba d’an eienenn : Glana a reer eus an eil hag eben[1]. Da vammenn ar waz-se ez ae Velia bemdez da gerc’hat dour d’hec’h advab. En eul lestr aour e punse anezan ; her sila a rae dre he lïen-gouel[2] hag her rei d’ezan da eva.
C’hoariou Vindosêtlos.
Hounnez e voe ar reolenn ma voe reizet diouti buhez Vindosêtlos adal ma tremenas, etre divrec’h Kênos, treuzou Vissurix beteg an deiz ma kimiadas, hag hen deut da zen
- ↑ Diwar-benn an ano-stêr-ze sellout Dottin, la Langue gauloise, p. 89. Diwar-benn an en em vaga gand eog hag ar pouez en devoe ze war vuhez poblou Europ an hanternoz, sellout H. de Tourville, Histoire de la formation particulariste, p. 56-7 ; Demolins, Comment la route crée le type social, II, p. 470-1. Kement hag e c’heller merzout diouz ar genyezoniez, dianav ez oa han eog d’an hen-Arianed. Eun abeg eo bet se da ouizieien hon amzer evit lakaat ar vamm-vro anezo e kompezenn Rusia ar c’hresteiz. Ar stêriou en em daol er mor-Du n’eus nemeto, end-eeun, na ve ked a eoged enno. Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe (1908), p. 417. Cf. Boule, Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine (1921) p. 360.
- ↑ Kenveria d’Arbois, Epopée celtique, p. 16. Gouel an Iwerzoniadezed, Joyce, Social History, II, p. 215-6. Gouel ar Galianezed, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 298, notenn. En Iwerzon e veze gwisket ar ouel gand ar maouezed dimezet hepken ; penn-digabell e veze ar merc’hed yaouank, a-fuilh o bleo war o diouskoaz. Ar C’heltezed, evel Arianezed all (Germanezed, Romanezed, Gresianezed, Slavezed), n’oa ket kuzet gand ar ouel a zougent an dremm anezo ; enkelc’hiet ganti n’oa ken ; n'oa ket kennebeut peurc’holôet gand ar ouel o fennad bleo (sellout, evid ar Germanezed, ar c’hizelladuriou izel-vos war golonenn Antoninus, Lefèvre, Germains et Slaves, pp. 30, 38, hag ar vaouez skeudennet gant Schumacher, Verzeichniss Germanen, p. 41). Ruz e oa gouel eured (flammeum) ar Romanezed. Korf, aet en eskern, eur plac’h skuthiad, dizolôet en eur bez a vro Grimea, a oa ar penn warnan ha darn uhela an dremm paket en eur ouel ruz. Mar geller diwar ar c’henskoueriou-ze dastum ez oa ar c’hiz-se holl-ariek, ez eus da gredi ez oa ruz ivez gouel ar C’heltezed (kenveria mantell ruz ar C’halated). Diwar-benn ar gwiska-goueliou gand an Assiriadezed, pe vennad a oa d’ar c’hiz-se ha petra e talveze da arouezia, sellout Morris Jastrow, Veiling in Ancient Assyria, Rev. arch., 1921, II, pp. 209-38.