desket da vibien Vanos kement doare-divinouriez a zo : dre ar rod, dre ar vouc’hal, dre ar bir, dre ar gwialennou ivin, dre deurel prenn, dre hud ar pennou-bizied, dre luc’h-meur an daouarn, dre an ambren rakwelerez, dre red ar c’houmoul, dre aroueziou an nenv, dre nij ha kan an evned, dre finv ha garm ar pevarzroadeged, dre ar bouzellou, dre ar gwad, dre an dour, dre ar plom. Hogen anavezet ganto, moarvat, ez oa an holl draou-ze, diskuliet ma voent bet d’ezo gand an doueed en o gweladennou d’ar vro-Wenn.
Evit senti ouz ar gourc’hemennou a oa bet rôet d’ezan gant Bodiakos e Korobilion, en doa dibabet Vindosêtlos, a-douez paotred yaouank e ouenn, ar pep haela, ar pep speredeka, ar pep gwella. Hag hen o pleustri d’o c’hentelia war gement en doa desket e-unan digand an doueed. Eus an deskadurez-se em eus lavaret, e derou al levr-man, kement a zo aotreet da lavarout. Difennet eo gand an doueed lakaat an traou-ze dre skrid, ha n’eo ket hep gwir abeg, o veza ma c’hallfe ar skrid digouezout etre daouarn tud dizellezek a c’hounezje dre e lenn eur galloud a lakjent hepken da wall-ober[1].
Vindosêtlos en doa savet d’ezan e-unan eun ti e-kreiz an douarou bet lakaet war e ano gant pennou e bobl. Rigiosedon[2] a voe graet eus an ti-ze evid ober stad eus an hini a rae anezan e annez. Er pradou en-dro d’e di e voe savet o logellou gand ar re yaouank a gelenne. Nao bloaz a dremenas evel-se.
War-hed eur pennad-hent diouz Rigiosedon edo o chom ar c’hoziad a oa aet a-eneb da zimezi Vindosêtlos. Orbiotalos
- ↑ Ploutarkhos, Buhez Numa, 28.
- ↑ « Annezlec’h ar roue. » An iwerzoneg riched « nenv » a c’houlenn en e raok eur ger keltieg *rigiosedon, Rev. celt. 1914, p. 254 ; 1915-6, p. 382. Kenveria an anoiou-lec’hiou Rigodunon e Breiz-Veur, Rigomagos e Galia, D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 259, 270 ; Noms gaulois, p. 8-12.
- ↑ Kenveria iwerzoneg nama « enebour », tro-c’henidik namat, Dottin, Langue gauloise, p. 274.