Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

Rei da goun a reas Vindosêtlos da vugale Vanos e tleent en em ziwall a gas d’an doueed goulennou her pe ziboell, gouest d’o broc’ha ha d’o lakaat gwall-dûet ouz an dud. Pedent, gant-se, neket diwar skanv ha dreist penn-biz, hogen goude hir-evezia hag en em aoza piz.

Diskulia a reas d’ezo ez eo ar bedenn graet goude an emwelc’hadenn-veure dirag an heol o sevel an efedusa-holl, an hini a vez teneraet ar gwella ganti kalon an doueed divarvel. Pa vez an deiz en e c’hlanded, divec’h da galon an den sevel, evel anezi hec’h-unan, daved an doueed ! Diski a reas d’ezo, ouspenn, trei bepred ouz an tu dehou pa beder ha pa azeuler[1].

Gourc’hemenn a reas ma rafent kunv ha karantezus d’al loened-chatal a oa deut ganto eus ar vro-Wenn hag o doa servijet leal o gouenn a-hed keit-all a rummadou, eur gwir zlead, emezan, o unani ganto e kement a c’hoarvezje, pe eurvad pe walleur e vije, o gervel da genlodeien en o leveneziou hag en o c’hanvou, ha mirout o lec’h d’ezo en o holl oueliou[2]. Sparfaduriou-zo gant dour-glanaat mat da yec’hed al loened a zeskas d’ezo ivez, ha gant pe c’hlasveziou, gant pe vleuniou e tleer kempenn ar c’hrevier, evel an tïez diouz ar mareou-bloaz[3]. O c’helenn a reas war virout hepken e buhez eus pep torrad-loened ar re vihan koanta, krenva, gwella-iziliet, e doare ma vije kendalc’het ar ouenn gand ar pep barreka anezo.

Hini pe hini a garfe rei da wir ez eo Vindosêtlos en deus

  1. Kenveria Ploutarkhos, Buhez Numa, 19. Trei war an tu dehou, diouz red an heol, a anved deisiol en iwerzoneg, eus dess « dehou ». War ar boaz-se, sellout Dottin, Manuel, p. 347 ; Joyce, Social History, I, p. 301-2 ; D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 254-6 ; Principaux auteurs, p. 302 ; Epopée celtique, XLI, 321.
  2. Kenveria Sébillot, Paganisme contemporain chez les Peuples celto-latins, p. 231.
  3. E-pad ar gourdeiziou, an ivin, ar c’helen, an uhel-varr, al lore, ar roumarin, ar jenevreg ; — da gala-mae, ar melion, ar bleun-nevez, an hiliber, ar spern-gwenn, ar spern-du : spern-gwenn a veze lakaet en-dro d’an dorojou ha strewet ganto al leurenn ; gand ar spern-du e saved eur volzenn a-zioc’h d’ar rouanez-Vae ; — da vare an hanter-hanv, an uhelenn-wenn, ar radenn, ar varlen, ar melchon, hag all. Sellout Thiselton-Dyer, British Popular Customs, pp. 17, 221, 255, 274, 312, 316, 327, 459, 478.