Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/105

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

na skoazelljent ket o zad hag o mamm en o c’hozni ; ar vreudeur diaked da warezi o c’hoarezed ; ar farwelled a lakje ar re-all da c’hoarzin diwar o c’houst.

E-kenver ar varc’hadourien estren o tont da gerc’hat goularz e savas reizaduriou fur meurbet. Henchou a reizas d’ezo na dlejent biken mont diouto ha marc’hallec’hiou ma tlejent keja enno da eskemma o marc’hadoureziou ouz goularz bugale Vanos. Nes d’ar marc’hallec’hiou-ze hag a-lec’h-da-lec’h a-hed an henchou, e reas sevel tïez ha kloziou ma c’hellje ar varc’hadourien mont enno d’en em waskedi ha da dremen an noz gand o c’hirri hag o loened. Berzet outo, avat, ar peb all eus ar vro ! Nep piou bennak a zigouezje gand eur marc’hadour er-maez eus an henchou hag ar marc’hallec’hiou reolennet en doa gwir d’e laza.

Torret e voe gant Vindosêtlos ar boaz da lakaat ar gwerc’hezed gouestlet d’an Heol da zougen ar profou a gased d'an nevedennou pell. Rak, dre m’he doa drougiez ar gouennou sujet lakaet termen d’an hir-amzervez a beoc’h a rene war an Europ dindan ar roueed gounideien-zouar a vro-Wenn, er gwasa arvar en em gave ar gwerc’hezed sakr hag o ambrougerien e-doug an ergerzadennou-ze. Fellout a reas d’ezan, eta, na vije ken douget ar profou ganto hiviziken, hogen gant mevelien an nevedou o c’hasje betek harzou ar poblou nesa, d’ar re-man goude d’o eeuna da zibenn o hent[1].

E diabarz ar vro, pa ’z ae ar gwerc’hezed sakr a nevedenn da nevedenn d’en em weladenni pe d’ober war-dro an azeulerez, e kemennas d’ezo henchou ha gwenodennou a oa, ha n’helle den o darempredi nemeto[2]. Dre-ze e tiskoueze an doujans a dleje an holl kaout outo.

Hen eo, war a leverer, a rôas da dermen d’o amzer-wazoniez an oad a zaou-ugent vloaz. Dre an abeg, emezan, n’oufe dereout ar gozni, gant he gwanderiou, ouz ar prederia en-dro d’an doueed. D’ober war-dro krouadurien bepred yaouank ha krenv e fell kaout tud hag a ve o-unan yaouank ha krenv.

  1. Kenveria Herodotos, IV, 33, 34, 35.
  2. Kenveria Tour du Monde, 1902, p. 89.