netrezo ; war zisleberi ez ejont gand an dienez, oc’h ankounac’haat tamm-ha-tamm kement o doa desket digand o zadou, kement a oa bet kelennet d’ezo gand an doueed.
Setu aze istor ar vro-Wenn evel em eus gallet e verr-zastum diwar ar c’hanennou koz hag an danevellou a zo bet miret gant henaourien ha gouizieien pobladou ha meuriadou Keltia. Breman e stagin da zibuna hiroc’h kudennad an divrôadegou, donedigez ha diazezidigez ar seiz strollad war aod ar Goularz hag e bro an Teir Stêr.
Eur boaz leun a furnez eo a reize an ermaeziadegou e-touez diskennidi Manos er vro-Wenn. Evel n’halle maga an douarou ma vevent warno nemet eun niver peuz-verr a dud hag a loened, bep bloaz, da zeiz kenta an nevez-amzer, en em zastume holl dreist-niver o faotred hag o merc’hed yaouank e frankizennou ar c’hoad. Eno, dirag ar roueed ha henaourien ar vrôad, e vezent unanet dre zimezi gand o c’herent. Goude-ze, an holl yaouankizou-ze, dibarzet dre an teurel-prenn [1], dibabet gand an doueed, en em ranne dre vagadou hag a zilenne o renerien. Gant pep bagad ez ae, en ounnered, kojened, ebeulien hag ein, al lodenn a zigoueze dezi a-ziwar pennou nevez-vet eus chatal Manos. Samma a raent war girri o doa stummet e-pad ar goanv an holl draou o doa ezomm, anezo evid eun darn binviou diwar o dourn o-unan, evid eun darn all traezou-envor profet d’ezo gant kerent ha keneiled. O kimiadi diouz an holl hag oc’h aspedi Teutâtis ma teuje ganto an dro da vad, e kemerent penn o hent, bagol, drant, her kenan gand o nerz, o yaouankiz, o flanedenn. Ragaroueziet war o hent gant nij an evned, ble-
- ↑ An teurel-prenn gand ar Gelted, Rev. celt., 1881, p. 195 (iwerzoneg erannchur ; 1895, p. 313-4 (kerneveg teulel prenn, brezoneg prenndenn) ; 1913, p. 262 ; Annales de Bretagne, 1905, p. 350. Gand ar C’hermaned, Tacitus, Germ. 10. Gand ar Skuthed, Herodotos, IV, 67. Gand Italiaded an Hen-amzer (tollere sortes) Rev. de l’hist. des religions, 1909, II, p. 154.