izel a-walc’h e oa-hen, dilufr e ano hag e nesanded, dre m’o doa ar pep brasa eus an tiegeziou uhel, a vage danveziou-rouanez, kimiadet gant Nemetos ha m’oa bet gounezet gand an nevezentiou-diavaez ar re anezo a oa chomet er vro. Gaisorix a raed eus ar roue nevez, ha daou roue all a zeuas war e lerc’h, Kortoros ha Vidukos. En amzer Vidukos eo, en navet bloaz eus e renadur, ez eas diouz ar vro-Wenn ar seizvet ha diweza bagad deut eus ar Reter da vro ar Goularz, an hini a voe ambrouget gand ar bleiz Orgetos.
Goude Vidukos ne voe ken a roue-meur d’ar vro-Wenn war e lerc’h, direizet m’oa ar vro gand an dizunvan hag an diren, pa zigemere darn an holl c’hiziou estren, darn lod hepken anezo, ha m’edo darn all ouz o argarzi en holl d’an holl. E skeud an dizunvaniezou-ze, ar c’hasoniou a voe hadet ganto hag an emstourmadou a zeuas da heul, en em zilas ar varc’hadourien diavaeziad beteg e doun ar vro, oc’h anavezadenni henchou ha gwenodennou, o jedadenni penn-kêriou, krenvlec’hiou, tïez a-skign, o veizadenni niver ar vrezelourien, o hoala, o vreina an darnvuia eus an uhelidi, eus ar roueed hag ar pennou, o saotra kalon hag ene ar yaouankiz. Hounnez e voe ar genta gwalenn. Eun nebeut bloaveziou goude-ze, war roudou ar varc’hadourien o henche, e tigouezas ar vrezelourien estren a beurwastas ar vro-Wenn oc’h ober enni a beb doare taoliou fero. He feuz-dibobla a rejont dre lazadegou bras, hag e kasjont ganto da sklaved eur maread paotred ha merc’hed yaouank a-gevret gant pennou-chatal diniver. An eil gwalenn e voe ze. An drede gwalenn e voe an naonegez hag ar c’hlenvedou a beurvarras war ar c’henta gwall gand ar varc’hadourien hag ar vrezelourien. Adarre en em astennas war ar maeziou diboblet ar gouelec’h gand e bradou milvleuennek hag e goadou dilavar hep kan evned ; hag en em vantellas gant geot ha deil glas an douar bet douret a wad ha warnan dismantrou mogedet hag eskern gwenn o krina. Hag ar re zibaot-kaer o doa en em viret ouz al lazadegou, ouz ar sklavadegou, ouz ar vosenn hag an naonegez, a renas eur vuhez reuzeudik, kuzet e doun douna ar c’hoadou pe en enezennou ar paludou. Pa n’o doa ken a zaout, beva diwar gig gouez, gwriziou ha frouez a rankjont ober, a-skign aman hag ahont dre diegeziou kevre ebet ke-