Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/80

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

Eus ar re-ze, a drugarez d’an doueed, ne baouez an dremenadeg ! War-lerc’h ar re a zo digouezet da benn o hent e teu re-all ha, war-lerc’h ar re a zeu, re-all c’hoaz a sav hag a red d’an armou. Eun Aven-veur eo, d’ezi kresk ha digresk, nemet da hesk a-benn hizio n’ez eas nepred. Ar varc’hekadeg eo eus ar baotred ha merc’hed kalet o deus savet Keltia, a zifenn hon harzou, a vir divoulc’h hêrez hor gourdadou, o pinvidikaat hag o frouezusaat anezi. Int-i eo, dre o nerz-kalon, o lealded, o gred, dre zouja al Lezenn, karout al Lezenn, meiza al Lezenn, a zalc’h hor Gouenn beo-buhezek a-dreuz da oadveziou ar bed.

Beziou an dud-veur-ze am eus gweladennet em ergerziou. A-hed nozveziou, evel Ariomanos war vez Atir ha Mâtir, em eus pedet war ar c’hrugellou anezo [1]. Dre hunvre ha dre gourweled o deus en em ziskouezet d’in ; o mouez am eus klevet ouz va c’halonekaat ha tevel war va morc’hed :

« Brâtir [2], emezo, reiz eo da venoz ha her c’havout mat a reomp. Kavet mat eo ivez gant hon tad Manos ha gand an doue galloudek en deus e engehentet. Ha n’en deus ket lavaret, hen end-eeun, en e Lezenn, e tleer diski digand an Estren kement a zo mat da c’houzout, da lavarout eo kement a hell kriski hon nerz, hor gouiziegez, hor galloudegez, kement a hell rei skoazell da skigna ha da wellaat hor Gouenn hag an hêrez anezi ? Dastum eta gant mall ha desk gand evez kement a vez dezrevellet diwar hor penn gand an drouized, ar veleien, an danevellourien, an divinourien, an diouganerezed ; ha hel laka dre skrid en hevelep doare, mar deufe eun deiz a-greiz-holl eur gwall-reverzi bennak da derri ha da zibenna brôadelez ar Gelted, e c’hallfe ar vibien anezi, pell-skignet ha diren, kavout ez levriou brud o gouenn, skoueriou o gourdadou hag ar gelennadurez o deus bet digand an doueed. »

Mouez ar re Varo am eus selaouet ha war ar c’huzul anezo

  1. Nozvezia e-tal bez ar re gadarn da glevout diouganou, Dottin, Manuel, p. 335.
  2. Pe brâter, hen-iwerzong brathir, iwerzoneg ha skoseg brathair, kerneveg broder, kembraeg brawd, krenn-vrezoneg breuzr « breur ».