Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/81

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

em eus boulc’het al labour. Ha breman, kaset da benn al levr kenta am boa lakaet dindan gwarez Dis Atir hag o vont da staga gand an eil levr gouestlet da Deutâtis, ma teuin ennan da zanevell an ermêziadegou hag an trec’hadegou-brezel, e pedan ar Gadarned hag ar C’hadarnezed o deus va c’halonekaet hag ez an da ziskuilha ar poelladou, an uhel-oberiou hag an emgannou anezo, ma sklêrafent va spered, ma nevesafent va envoriou, ma krenvafent ennoun va holl c’halloudeziou, evit ma vo va labour barrek d’ezo, evit ma tihuno e kalon nep hel lenno ar garantez ouz ar Ouenn gadarn ha kaer ha glan dreist ar re-all hag ar c’hoant d’en em rei d’ezi ha da suraat da viken ar vuhez anezi dre heulia o uhel-skoueriou ha dre gerzout war o roudou.