Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/78

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

zeliou, ma tigouezas ar c’henta skrapadennou merc’hed. Neuze e voe graet, diouz an eil tu hag egile, kenta prizonidi-vrezel, kenta sklaved. Betek-hen n’oa ket bet a sklaved gant mibien Vanos ha biskoaz n’oa bet gwelet, e-touez brôadou all ar bed, eur mab pe eur verc’h da Vanos o poania dindan ar yeo hag en hualou.

An digouezout evel-se gant diavaezidi, ar beva en eur gichen dalc’hmat gant gouennou du ha milliget ar bed, a verk diwez an nao remziad gwenvidik. Setu fin da vat, heb dezi distrei biken ! d’an amzer evurus m’edo mibien ha merc’hed Manos, dibreder-holl o c’halon, dinamm o ene a bep pec’hed, o prederia chatal, o pigellat, hada hag eosti, diboan hag en eur gana, e frankizennou bleuniet hag heoliet ar vro-Wenn. Da heul an darempredou anezo ouz ar brôadou estren, ha diouz skouer ar re-man, eo e voe graet, en o zouez, kenta terridegeziou al Lezenn. Neuze, evel hel lavar Ulatia Veleta en he c’hanennou, ar Ouenn n’he doa biskoaz gouzanvet poan, dizanav d’ezi daerou ha keinvan, dic’hlac’har bepred ar galon ha diglenved ar c’horf anezi, hec’h ene bepred divoustr ha dizaotr, a welas oc’h en em astenn divent dirak he sellou sebezet kadlann daer ar bed, hag o tibuna dirak he c’hammedou henchou tenval ha doanius amzervez ar Vouc’hal hag ar C’hleze. O gwelet a eure evel m’emaint hizio c’hoaz, evel ma vezint da viken, garo, ramp, skoasellek, torgennek, leun a gailh lemm, dastrouc’het gant krenegellou hag islonkou, tenvalaet gant latar, leun a glemmvan, a zifronk, a geuz, enstrobellet a dud gloazet pe o vervel, a gorfou tud ha loened o vreina, a eskern, hag a zismantrou o tivogedi. Ha beteg en diabell-pella en em astennent dirazi, tagellus ha kerseüs, riblennet a spern hag a drez, a zouarou gwastet, a goadou peurlosket gand an tan-kurun pe gant taniou-gwall diwar zourn an den. Gwidila, gaolia, kroazigella a raent, o steunvi dirak he sellou saouzanet eur milendall dizirouestlus ha didermen. Neuze, e tirollas da ouela en eur wea he daouarn, hag e vennas dont war he c’hiz, ha herzel he bugale da vont war-raok. Hogen, war an henchou-ze, ma ’z eo tonket d’ezi kerzout, n’eus nag arzao na distro ! Evel m’hel lavar ar veleta (dreist-welerez, diouganerez) : « Piou a harzje en he red froud an oadou ? Piou a zistroje war he c’hiz Rod a-dro-dalc’hmat an Tonkadur ? Nag an