Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/77

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

founna ha paota ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezi ker stank hag an deliennou war wez ar c’hoad, ar yeotennou er beurvan, an traezennou war an tevenn, al lommadou er mor, ar steredennou en nenv. »

Evel-se e tispleg Danevell an Ermaeziadennou, evel m’eo tremenet dre c’henou a-rumm-da-rumm e-touez al Leuked o skoedou gwenn [1] hag al Lingoned a zalc’h d’an armou livet [2].

Nemet, war-bouez kriski ha paota, e poblas diskennidi Vanos ar gouelec’hiou en-dro d’o bro hag e c’hoarvezas d’ezo steki a bep tu ouz an douarou dalc’het gand ar gouennou estren. Neuze eo e tigoras amzervez ar stourmadou, ma voe gwadet an douar gand ar c’henta emgannou, ar c’henta bre-

  1. Eus ar skoedou bras livet e gwenn e rae an hen-skrivagnerien tra ar Gelted hag ar Gimbred, eus ar skoedou livet e ruz tra ar C’hermaned, eus ar skoedou livet e du tra an Aried '('Arii). Hogen, evit gwir, en holl boblou-ze e tlie beza lïes-lïes doare d’ar skoedou. E-touez ar Gelted ez oa ar skoed (skêto-) mentet bras pe vihan, neuziet kelc’hiek, hir-gelc’hiek pe hir-garrezennek, da zanvez d’ezan rusk, prenn pe aozilh golôet a ler, pe metal nemetken (eur follenn arem goagennet peurliesa). Bihan ha kelc’hiek ez oa ar skoedou arem peurvuia. Bras-meurbet, d’ezo da warezi en e hed korf ar brezelour, e veze alïes ar skoedou aozilh leret. Gwennet gant kleiz pe raz e veze en Iwerzon ler ar skoedou-ze. Iwerzoniz a rae skoedou gant prenn ivin (iubhar), ac’hano an ano a iubhrach a raed anezo, gant prenn gwern (fern), gant rusk (luibne), ma teuas d’an iwerzoneg ober gant fern ha luibne da lavarout « skoedou » (Rev. celt., 1914, p. 119). Taolennet eo gant Valerius Flaccus Bastarned ar roue Teutagonos ha ganto skoedou rusk (Bertrand, Celtes Pô-Danube, p. 196). Livet e veze ar skoedou prenn, pe gaeraet a ginkladuriou metal : kelc’hiou kengreizek, aroueziou (kroaziou, hevoudou), skeudennaduriou miled (moc’h-gouez, garaned hag all). Ar flec’h a oa en o lodenn adliva prenn ar skoedou, gwenna gant kleiz pe raz al ler, pura ha lufra ar metal anezo. E kreiz ar skoed ez oa eur frammadur metal o sevel war c’horre hag en e gil eun dourgenn. Souc’h a rae Breiziz eus ar frammadur-ze, Loth, le Bouelier de Tristan, Rev. celt., 1911. pp. 296-8. Da gaout hiroc’h diskleriadur sellout ouz Déchelette, Manuel, Bronze, pp. 237-40, Tène, pp. 1167-76 ; Read-Smith, British Museum, Bronze (1904), taolenn I ha skeudenn 7, p. 31 ; Early Iron (1906), taolenn I ha skeudenn 68, p. 90 ; D’Arbois, Civilisation, pp. 380-2, 389-90 ; Joyce, Social History, I, pp. 124-31 ; Montelius-Reinach, Temps, pp. 167, 267-8.
  2. Kenveria Lucanus, Pharsalia, I, 398 : Pugnaces pictis.... Lingones armis.