Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/72

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

ez eus diou wezenn all, eun ivinenn hag eun dervenn, o sevel kef-ouz-kef, unanet ganto o barrou ha kemmesket o glazvez. War-du eno e tenne an ene. Azezet etre gwriziou an diou wezenn edo daou zen, hag i kenvriatet tener. Mentek ez oant o-daou, skoaziet-ledan ha dargreizet-moan. An dremm anezo, hir-gelc’hiek, a oa leun a haelded hag a vraventez ; o fri hag o diweuz moan ha neuziet-kaer, o dent lintrus evel perlezennou-gwer. War o fenn eur c’haer a vouead melen-aour a skeude ar gwagennadou hag ar rodelladou anezan o zal glan hag o mell-gouzoug gwenn-kann. Dindan o diou-abrant kroummet-kaer daoulagad glas-moug, ledan ha skedus evel ar mor, a zigase koun d’an anaon o tont d’o saludi eus daoulagad ar Rener azezet dirag ar c’hoummou-mor war ar c’hlann-Veur. Ar gwaz a oa e vrec’h kleiz en-dro da zargreiz e wreg ouz he starda outan karantezus. En e zourn dehou e talc’he war e varlenn dourn kleiz e geneilez. Houman a oa harpet he dourn digrog war skoaz he fried ha, soublet he fenn ouz ar jod anezan, e kemmeske he bleo aour gand e re. O welout an hini a zeue daveto, Atir ha Mâtir a save ha, deut an ene en o c’hichen, e taolent o divrec’h en e gerc’henn d’e vriata :

« Demat d’it, o va mab, a lavare d’ezan Atir. Donedigez-vat d’it a-berz da dad Manos ! Donedigez-vat a-berz da vamm Bena, va fried vuia-karet ! Deut-mat out er vro-man ma vevomp enni, en douar gwenvidik-man a zo bet pourchaset d’it gant madelez va zad. Kaerat douar ar Sav-heol du-hont ma teuez dioutan ! Ker eo an envor anezan d’hor c’halon. Nemet bravoc’h eo c’hoaz an douar-man : douar ar Sklerder n’hall ket divia, ar Gened n’oufe gwenvi, ar Yaouankted peurbad, ar Vuhez diziwez, an Hanv dibaouez ! A-hed mizveziou ha bloaveziou e c’hellfes bale bro ez raok ; pe war-du ar Sterenn, pe war-du ar C’hreisteiz, pe war-du ar C’hornog e kemerfes da hent, noufes biken tizout an harzou anezan. Kaerderiou nevez atao a zizolofes ennan, heb dont da skuiza nepred gand e vurzudou. Aman ec’h adteui gant da c’hourdadou, gand emvodadeg-veur gwazed ha merc’hed da ouenn, gant da gerent aet da anaon, gant kement az kar hag a garez [1]. Kae daveto ha bez laouen ! »

  1. D’Arbois, Epopée celtique, p. 388.