Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/71

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

em c’hreiz a bep terridigez al Lezenn, tad-koz roue, taro galloudek karet gand Aventia ha Virionia [1]. »

Neuze e teue Virionia wenn, Virionia gaer, en he sav a-zehou d’ar Roue, da gadarnaat diskleriadur an ene :

« N’eus ennan, o Rener, na gwall na direiz. Na harz ket outan an ode d’ar saonenn. Na vir ket outan a vont da gompezennou kaer ha gwer Aballo. Aventia, va c’hoar ! na sav ket er vann da gleze, na sko ket gand an ene a zo dirazout. E kement en deus lavaret ha graet en tu-hont d’ar c’heinvor, n’eus tra hag en dije dismeganset an heol, intret sked ar Rod [2], strafilhet, war grec’hiennou arc’hant an nenv, bodadeg sakr an doueed, e Dêvobriga. »

Kerkent ha peurdavet mouez sklintin-arc’hant ar werc’hez heolel, mouez doun ha boud ar Rener, o sevel d’he zro, a lavare ar geriou-man :

« Bez gwisket gant da gorf divarvus, o ene eeun, ha kae d’ar C’huz-heol. Eman ar merc’hed eus da ouenn ouz da c’hervel [3]. Kae da Vro al Levenez, da geja gant bodadeg da c’hourdadou. »

An ene rak-tal a leze da goueza d’an douar e zibourc’h marvel ha, war an taol trumm, en em gave gwisket gand eur c’horf-marz, gwenn ha kaer-dispar. O luska war-raok ker buan hag al luc’hed, e tremene dre greiz etre treid an daou venez, e treuze ar saonenn striz hag e tize Bro al Luc’h Peurbad, ar Pradou Bleunvek, o frouez-aour hag o deliou-heson an avalenned warno, hag enno o kerzout hag o peuri kezekenned an Deiz.

E-touez an avalenned a zo daz-strewet er gompezenn-ze

  1. Anat n’eo ket o deus kredet ar Gelted e vije, goude ar maro, eur varnedigez an eneou, D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 221-2, 226-7 ; Gougaud, Chrétientés celtiques, eil mouladur, p. 26 ; Ejiptiz, en eneb, a oa gwriziennet doun enno ar gredenn-ze. Keverata gand ar pennad-man eus ar Sketla kofezadur an ene e Levr an Anaon, Naville, Religion des anciens Egyptiens (1907), p. 156-63. — Aventia « eeunded ? », D’Arbois, Etudes grammaticales, p. 4 ; an hen-gembraeg eunt a c’houlen en e raok *avento-, Dottin, Langue gauloise, p. 229. — Virionia « gwirionez », D’Arbois, Etudes, p. 115*.
  2. Diwar-benn rod an Heol e kavor kelenn digant Gaidoz Le dieu gaulois du soleil et le symbolisme de la roue (Paris, 1886). Tennet eus ar Revue archéologique.
  3. D’Arbois, Civilisation, p. 221.