Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/54

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

ar c’hrouglas, pe gant meur a zoare stignou, antellou, foziou, gripedou hag all, eun niver loened gouez, pevarzroadeged, evned, loened-stlej, a fizias, goude, en e vreur Selvanos. Heman o c’haeas e tachennadou en doa klozet gant girzier graet a gefiou-gwez en o fez sanket en douar. Ar re-ze e voe kenta tropellou mab-den. Ha setu aman a be loened e c’hoarveze tropellou Selvanos, seizvet mab Manos : ar c’hi-gouez (), ar bleiz (bledios), al louarn (lovernos), ar broc’h (brokkos), marc’h gouez ar c’hoadou, an ejen-meur (uros), an ejen moueek (visontos), an ejen hir-dal, ar c’haro (karvos), ar c’haro-meur (alkis), an demm (danios), ar yourc’h (iorkos), an arz (artos), an tourc’h-gouez, ar c’havr (gabros), ar maout-tourc’h (multos), an avank, ar c’had, an alarc’h, ar waz, an houad, ar yar, ar c’hilhog-gouez, ar c’haran (goranoz), ar c’houibon, ar vran (branos), an erer, ar gup, ar falc’hun, an naer (natir), ar vaot. Al loened paket ha kaeliet evel-se a zonveas tamm-ha-tamm ; boaza a rejont a-nebeudou da genveva gand an den. An darnvuia eus ar re end-eeun emoun o paouez envel a vez graet ganto abaoe, e-touez diskennidi Vanos, evid ar gounit-douar, ar mesa-loened, ar brezeli, an hemolc’hi, al lida-azeulerez, an diougani, an teurel hud. Eun darn anezo, damesaet, a vev er peurvanou hag a ro d’ar Vrôad Illur o laez, o gloan, o ler, o c’hig hag o c’herniel ; ar re-all, pleustret ha desket, a denn hec’h ogedou hag hec’h eler, a stlej he c’hirri-emgann, he c’hirri-samm, he c’hirri-bale, a zoug he brezelourien a stourmad da stourmad hag a drec’h da drec’h. Evid ar gouennou loened all, bez’ ez eus anezo a zalc’h da veva ez gouez ha dishual e-kreiz ar c’hoadou ha re-all, pe zic’houezet pe zamc’houez c’hoaz, a vev er c’hloziou sakr ma vernier aour ha pinvidigeziou an doueed.

Selvanos a voe anezan, eta, kenta saver tropellou ha kenta mesaer a ouenn Vanos. Dre-ze en deus dalc’het da veza, er Vrôad Illur, gwarezour al loened-ti, hag e vez pedet hizio c’hoaz e Galia gand an neb a ra war-dro chatal [1].

  1. War *Selvanos sellout ouz D’Arbois de Jubainville, Rev. celt., XXVI, p 282. Kenveria an iwerzoneg sealbhan, tropell.