Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/53

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

Eil mab Manos ha Bena, Morimanos [1], eo a ziskaras, ar c’henta, war ribl an dour, eur mell gwezenn hag a aozas eus ar c’hef anezi, dre ober gant tan ha bouc’hal, kenta lestr a voe bet douget biskoaz gant dour ar mor pe al lennou. Ar c’henta re roenvou a oberias-hen hag e lakeas dre lavar ar c’henta reoladur war skiant ar mordeerez.

Katumanos [2], trede mab Manos, a welleas oberiadurez ar binviou-emgann. Ijina a reas ar skoued hag an arouezintiou-brezel hag e savas reolennou kenta ar bengadouriez hag ar brezelekaerez.

Togodumnos [3] a anver ivez Togakos, pevare mab Manos ha Bena, a savas d’e dad ha d’e vamm, e Tegoialos (« frankizenn an ti ») ar c’henta ti. Kelc’hiek e oa an ti-ze hag e voe stummet gant koadennou, gwialennou haleg gwevn kenweet ha pri. E dôi a reas gand eun dôenn raoskl ha palenni al leurenn-ziabarz gand eur strewad teo a c’heot krin a c’houez-vat.

Anavogenos [4], pempvet mab Manos, a grouas ar sonerez hag ar c’hanerez. Kavout a reas an drompilh, an daboulin hag an delenn. Ha setu penaos e voe steuet gantan ar binviou-ze. Dre doulla begenn eur c’horn uros e reas anezan an drompilh hir-gorn, hena doare trompilh a zo. Gand eur pilgos prenn kleuz, ma stignas warnan eur c’hroc’hen, e reas eun daboulin. O kemerout, goude-ze, daou gorn ejen bannek, dre staga outo a-dreuz daou bez prenn ma stennas warno pennadou bouzellou, ec’h oberias ar genta telenn, hena krotta a voe.

Selgova [5], c’houec’hvet mab Manos, a voe anezan eur gwenaner brudet. Hen eo a reas gwenanerez da genta, a stummas ruskennou hag a ziorreas gwenan. Ar mel ma aozas gantan Medus, mab Ariomanos, kenta kibellad chufere, a zeue d’ezan eus ruskennou e eontr Selgova. Eun hemolc’her touet e voe ouspenn. Paka ez veo a reas, pe gand

  1. Brezoneg Morvan « den-a-vor ».
  2. Brezoneg koz Kadvan « kadour ».
  3. A vefe, ger-evit-ger, e brezoneg To-doun.
  4. Hen-vrezoneg anau « hesonerez ».
  5. « an Hemolc’her ».