Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

kel lïes hini all er brezel, pep roudenn anezan !… Daoust-pe-zaoust, pe wirion-rik pe wirhenvel hepken ez eo, fizians hon eus e vezo al levr-man deut-mat gant Breiziz. Rak ma kavint ennan ar pep reta-holl da bep pobl evit he blenia war-du hec’h Amzer-da-zont, — evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigez — : taolenn o Ganedigez, ma kemerint diouti Emskiant o Brôadelez keltiek. Emskiant o brôadelez hag o Galvedigez a bobl eo a renas hon Tadou p’o deus, a-ziwar an distera hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourrou ar Vrôad Illur, gouez d’ezo, da lavarout eo Brôad holl-vrudet ar Gelted koz. Eun dlead d’eomp-ni, o gournizien, kerzout war o roudou hag ober hor galloud ma vo Keltia-da-zont par — ha dreist zoken ! — da Geltia-’zo-bet.

Keltia da viken ! !

X3

.

————


Da ziluzia e hent d’al lenner a-dreuz d’ar Sketla, e kavor e dibenn al levr pe aman hag ahont war ar pajennou anezan :

1° taolennou-douaroniez ;

2° eun daolenn-amzeroniez a ray da sklerijenni ar pell-amzeriou evel ma ra an taolennou-douaroniez da skeudenni ar pell-vroiou ;

3° notennou e-leiz e traon an enebennou d’an neb a fellfe d’ezan studia al levriou a ouiziegez diwar-benn hon Tadou, ar Gelted koz ;

4° eur geriadur eus ar geriou diaes.