Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/4

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ




KENT-SKRID X3


————


Ker gwaz ha m’eman aet ar bed war an tu-gin gand ar brezel ma n'eo ket souez e vije bet unan eus hor c’henvroïz harluet beteg e bro-Ejipt, du-hont pell-pell, etre an Azi hag an Afrik. Eno, hor c’henvrôad, eun Tarzek hervez, hag hen eur furcher, en dije dizolôet, e strad bez eur Faraon bennak, e bro-Fayoum moarvat e-lec’h ez oa gwech-all eun drevadennad a Gelted [1], eur « papurus » poultrennek, ha warnan dournskrid ar « Sketla ». Penaos ha pe dre hent ez eo deut an danevellou diwarnan beteg ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ;… hag, a zo gwaz, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma ’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus

  1. Diwar-benn ar Gelted a reas o annez en Ejipt, lenn labour a bouez bras A. J. Reinach, les Gaulois en Egypte, Bourdel, 1911 (tennet eus ar Revue des études anciennes, 1911, p. 33-74) hag ar pennad-skrid embannet war ar Revue archéologigue, 1915, p. 20-35.