Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/36

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

ar C’hlazenn. Diouganou a zo diwar-benn da zaou vugel, d’ezo en o gwazied gwad ramzed an Noz. En em unani a raint gant enebourien an doueed. »

« Daea ar gurun a raint-i ; teurel mein gand an tan-luc’hed, strinka saeziou ouz ar gorventenn, stlepel o goafiou-bann ouz an tonnou ha mont, ar c’hleze en o daouarn, d’ar mor ha d’an doueed anezan. »

« — Hag int en o gwazied gwad ar ramzed, ne stourmint ket ouz an tan-kurun nag ar gorventenn, nag ar mor, nag ouz an doueed. Pa nac’hez rei d’in da vuoc’h dre gaer, e c’houezin he c’haout diganez dre heg. »

« E dog erienet-ledan boutet gantan war gil e benn, e tresas an Tad gant penn e vaz eur bras a gelc’h-hud en-dro d’ar gof. Hag e rannas geriou. Hag ec’h azezas dirag e dreuzou. Hag en em lakeas da yun ken n’en dije rediet ar gof da rei d’ezan ar C’hlazenn [1]. »

Diwar-benn penn-orin hor gouenn e tezrevell evel-hen, en he derou, danevell ar Gavared [2]. Peus-henvel e teu ivez gant hini an Aedued [3].

« Gouenn ar Gelted, eun doue he deus bet da grouer, eun doue da dad, eun doue da vager. Eun doue eo he savas, he

  1. Diwar-benn an ober gand ar yun evit redia hervez reiz ha lezenn, boaz kent an amzervez kristen e-touez ar Gelted koz hag ar poblou ariek all, Rev. celt., 1910, pp. 254-255. — Tog erienet-ledan, A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, 1894, pp. 107, 109 (skeudennou) ; Jullian. Hist. de la Gaule, II, p. 297, n. 7 ; Anderson-Leclerc. Mythol. scand., p. 62.
  2. Kavari, poblad Galia a oa Glanon (St-Rémy), Karbantorate (Carpentras) hag Avenio (Avignon) he c’hêriou-penna. Hervez Pausanias, Kavari a veze graet gant Kelted ar Balkaniou eus o brezelidi mentet-dreist. Kenveria, er yezou nevez-keltiek, an iwerzoneg caur « kadour-meur », ar c’hembraeg cowr, kerneveg caur « rumm » (brezoneg keur-, e keureug), hag, e yezou ariek an Azi, ar sanskriteg cavas « nerz », (keltieg kavos ? e Andekavi, poblad Galia), D’Arbois, Intr., p. 299-301. Ar brezoneg kaour- e Kaourantin, hen vrezoneg Kobrant, a zo eur ger all ; kenveria an iwerzoneg cobair « skoazell », keltieg Galia kobro- (Loth, Chrest. bret p. 118 ; Dottin, Langue gauloise, p. 217).
  3. Aedui, poblad Galia a oa Bibrakte (Mt Beuvray), Matisko (Mâcon). Antissioduron (Auxerre), Deketia (Decize) hag Aballo (Avallon) darn eus ar c’heriou penna anezi.