Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

eun nebeudig hepken a-is en enor, e nerz, e kened, e pinvidigez, e galloud, e sked, e brud, kerkouls anavezet ha kehelet an ano anezo gand an holl war an douar-Bras hag en enezennou. Rak eus gouenn an doueed ez eus tarzet remziou diniver a zo bet poblet ganto nenv, douar, mor, doureier, koadeier ha menezeier.

Gourvibien ar ramzed, a-vec’h ma ’z eus nebeutoc’h anezo, hag en tu-hont da nerz mab-den e ve o dezrevell aman. A-walc’h e vo d’in lavarout en devoe Senos eur mab anvet Ogros [1] « yen », Mâros eur verc’h anvet Noux « noz » ha Iovinkos eur mab anvet Mulo [2]. Hag e voe mibien Mulo paot-ha-paot ha dishenvel peb-unan diouz ar re-all dre ar vent, an neuz hag ar yez. Envel an nao penna ne rin ken : Esox « eog », Natro « naer », Oriros « erer », Bledios « bleiz », Artos « arz », Epos (pe Marka), « marc’h », Uros « ejen gouez », Mokkos « moc’h gouez », Bebros « avank ».

Hennez eo diskuilhadur an Derou, danevelladur amzerveziou an douar, diniveradur rannou ar bed, ganedigez ar bed ha bugaleerez ar bed, krouidigez ar ramzed hag an doueed. Ha setu aman, en o heul, oadveziou an douar : oadvez an tan, oadvez an dour, oadvez enezennou ar mor, oadvez an douarou-Bras, furmidigez al lennou, savidigez ar meneziou, ar goanv Rogiamon, oadvez ar ramzed, oadvez an doueed. Anezo holl e c’hoarvez nao oadvez ar bed. En dekvet emomp breman, oadvez Manos « an den ».

Setu aman breman ar pez a ouzon diwar-benn ganedigez an den ha penn-kenta poblou an douar. E-pad navet oad ar bed e voe ergerzet an douar gant Belios d’e beurskarza eus ar gwall-viled hag an euzadennou a oa bet engehentet gand ar ramzed [3]. Laza ar re wasa a reas ha ne lezas o buhez nemet gand ar pep dinoazusa, ar pep talvoudusa anezo.

E-kerz an ergerziou-ze eo e tigouezas gand ar ramzez Adaqi, merc’h Noux, m’en em unanas ganti en dervenneg hag ec’h engehentas Manos ha Bena, a reer anezo ivez Atir

  1. Iwerzoneg uar, kembraeg oer.
  2. Iwerzoneg ha brezoneg mil « loen » ?
  3. Lakaat e kemm Gelon e-mesk Lituaniz, Rev. des ét. anc., 1902, p. 296, n. 3.