Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

uhelder, dek mil leuga led, kant mil leuga [1] hed, dindan koabrennou tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo henvel ouz houarn ruziet-gwenn-kann hag atao kren digren, eman ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoaz ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer ano ebet d’ezan. An Hini eo na anavezer nag e reiz, nag e ouenn, nag e neuz, an Hini n’en deus na tad na mamm, na kar na par, an Hini n’eo bet engehentet biskoaz ha n’anavezo ket an dremenvan, an Hini n’en deus na derou na diwez hag a reer anezan, pa na ouvezer ano a-hend-all, Guton [2] « a beder », Uxamon pe Uxellimon [3] « an uhela-holl », Bitumon [4] « an holl-bad-dreist ». Eus Guton eo ez eo deut, diwanet, strinket Anatla [5], an anal, an elfenn-vuhez ma vez enaouet ha kendalc’het ganti kement en deus buhez war an douar ha dre ar bed : geot, gwez ha loened, ramzed, doueed ha tud.

E-kenver da Aedobitus edo Nemobitus [6](6), an islonk dis-

  1. Leuga « leo », muzul hed-hent e Galia hag e Breiz-Veur (Rev. archéol. 1914, pp. 137-8) o talvezout 2220 metr. Rasta, muzul hed-hent e Germania, o talvezout 2 leuga (Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 395, n. 3).
  2. Likit e kemm an iwerzoneg guth « mouez » (= *gutus), guide « pedenn » (= *godia), hag ar goteg guth « Doue », furm nep-reiz o terc’hel lec’h eun hen-arieg *ghuton. E sanskriteg huta « galvet », Puru-huta « Lïes-galvet », les-ano rôet d’an doue Indra. Eus ar goteg guth e teu gudja « beleg » (godi e skandinaveg). Kenveria an hen-geltieg *gutuatir, ’gutuatros « beleg », latinaet e gutuater war an enskrivaduriou eus ar marevez kelt-ha-roman (Rev. celt., 1907, p. 119-21). *Gutuatir, ano diougevrennek ouz e ober gutu + atir, a dalvezfe kement ha « tad ar galv » pe « tad ar hedenn ». Atir a gaver c’hoaz da eil kevrenn e *Valuatir a vefe furm geltiek ar skandinaveg Valfadir « Tad al Lazadeg » pe « Tad ar re lazet ». *Valuatir a oa, moarvat, e-touez ar Gelted evel e-mesk ar Skandinaved, eul les-ano da Zoue Meur ar Maro ; aet eo da uualatr, walatr en hen-vrezoneg, gwaladr « rener meur, roue bras » e kembraeg (Rev. celt., 1891, pp. 224-5).
  3. Uxamo-, kembraeg uchaf « uhela ». Uxellimo-, iwerzoneg huaislim, Dottin, Langue gauloise, p. 295.
  4. Bitumus (furm latinaet) « ar peurbadusa », ano-den e-metou Kelted an Itali, D’Arbois, Noms gaulois, p. 96. Bitu- « peurbadus » a zo aet en iwerzoneg da bith, bid, e kembraeg da byth « bepred », e brezoneg da biz, bis (biskoaz, bisviken).
  5. Krenn-vrezoneg anazl.
  6. Iwerzoneg nem « nenv », hen-vrezoneg nom « templ, santual », Loth, Vocabul. v. br., pp. 194-5.