pe a gemmo tra pe dra el linnenadou a zo warno, ra skoio outan Mestr ar santual eur maro buan ha trumm. Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re veo, ra stlapo e gorf e koundouniou an douar, ra wano anezan, ennan e-unan kerkouls hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinviou, en e barkou, en e bradou, en e goadou hag en e zouriou !
Kement-man eo diskuilhadur an Derou, danevelladur ganedigez ha bugaleerez ar bed, dezrevelladur rannou ar bed, niveradur oadveziou ar bed, evel m’em eus, me Segobranos, mab Segomaros, her c’hlevet diwar diouweuz Esumopas, an drouiz.
E tarz kenta an Amzer, e penn-derou an Traou, n’oa na douar, na mor, nag aer, na heol, na loar, na stered. Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoaz krouadur, d’ezan kig hag eskern, gouzanv ar sked hag an tommder anezan, n’en deus nikun tizet biskoaz, ha ne dizo biken, mont en e ziabarz. En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre krenv-vogeriou tan d’ezo ouspenn mil rasta
- ↑ Likit e kemm gand an danevell-man pennadou an Edda diwar-benn ganedigez ar bed, ar ramzed hag an doueed, e levr Anderson, Mythologie Scandinave, troïdigez gant Leclercq (Paris, 1886), pp. 15-33. Jullian a gav d’ezan ez eus en Edda eun hekleo eus ar gelennadurez keltiek diwar-benn derou ar bed hag an dibun anezan. Gwelout an abegou ma harp warno e gredenn en e Histoire de la Gaule, II, p. 176. Ar gelennadurez nevez-keltiek diwar-benn derou ar bed, evel m’en em ziskouez e skridou iwerzonek ar grenn-amzer deut beteg ennomp, n’eus enni kelennadur ebet war penn-kenta an Danvezenn, D’Arbois, Le Cycle mythologique irlandais, Paris, 1884, pp. 29-30.)
- ↑ Iwerzoneg aed « tan », kembraeg aidd « oaz ». Iwerzoneg bith, hen-gembraeg bit « bed ». Evit tenedo-, likit e kemm an iwerzoneg tened, tro-c’henidik eus tene « tan ». Tenedon a oa eun ano-lec’h e Germania, er marevez kelt-ha-roman.