Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

roueed ar Vriged [1]. Eno e veve, war a leverer, ar roue e ziskouarn-marc’h [2] ; eno e taspugne an aour a veze digaset d’ezan gant e strolladou listri-mor hag e vagadou kezeg-samm. Eur souez ar mogeriou maen-ze a lavarfec’h ez int bet savet gant dourn ar ramzed a bantennadou krec’hiou hag a dolzennou roc’h a vez distaget diouz tor ar meneziou ! Eur marz ec’honder an dachennad gourizet ganto ! Dreist pep muzul niver ar saliou-trona, ar c’hambchou, ar grignoliou, ar banellou, an doriou, ar porziou, al leurennou pavezet [3] ! Nemet hizio e ren el lec’hiou-ze an digenvez hag an didrouz. Ar roueed n’eus ken anezo ! Steuziet o galloud ! Stlabezet eskern o saverien-vogeriou, pulluc’het brec’h o brezelourien ! Ar saliou-trona, kambr an tenzoriou, ar grignoliou a zo disto ha goullo ; enno e kresk an drez hag en em repu ar gouezed. War al leurennou pavezet, kemeret ganto da baouezlec’h, brezelourien uhel-ventek, deut a vro an Teir-Stêr a zibenvest hag a hual o c’hezeg ; meska a ra ar gwragez hag ar vugale anezo en-dro d’an tantadou ha, war an hent o kas d’an aven, Maponos ha Geneta, o kenstouï o fennadou bleo melen-aour, a stok o dioujod o poka an eil d’egile en eur c’hoarzin [4].

  1. Briges, Bruges, e gregach. War an ano-pobl-ze, sellout ouz D’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants de l’Europe, kevrenn genta (eil mouladur, Paris, 1889), p. 278.
  2. O veza m’oa an azen pe zamanavezet pe zianav d’ar Gelted, e tro Segobranos ar roue e ziskouarn azen en eur roue e ziskouarn marc’h. Hevelep trei, er Grenn-amzer, e lennegez nevez-keltiek Iwerzon, Celtia, ebrel 1903, pp. 61-64 (King Oghg has Horse’s Ears).
  3. Dismantrou Midaeion ha Gordion, moarvat. Nemet n’o deus ket kavet an ergerzourien-studia alaman ar mogeriou kuklopel a zo meneg anezo gand ar beajour kelt hag e tiskredont zoken e vije bet biskoaz Gordion kelc’hiet a vogeriou, S. Reinach, les fouilles de Gordion (Revue Archéologique, 1904, II, pp. 119-125). Dismantrou all marteze, o tont eus an Heteaned, an hini eo. War stad Gordion ha Midaeion er Ia kantved eus hon amzervez kristen, sellout Strabon, troïdigez Tardieu, II, p. 532.
  4. An Albis (Elb), ar Visuria (Weser) hag ar Rênos (Rhen) eo an teir stêr-ze. Mouskomz eo a zo graet aman diwar-benn aloubidigez kreiz an Azi-Vihana gant ar C’halated. Maponos a zo deut e kembraeg da « mabon », paotr yaouank, ha Geneta da « geneth », plac’h yaouank. Ar Sangarios (Zacharia, hizio) e tle beza an aven-ze ; tremen a ra dre Gordion ha Midaeion.