Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/15

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

Pelloc’h, kalz pelloc’h, war harzou gouelec’hiou Sour [1] hag Arab, anezo kompezennou traezek ha meinek, hep gwez, na geot, na dour, ez eus, etre diou stêr, eur blenennad all ec’hon ha frouezus, ma eoster enni gwiniz. Eno em eus graet hent, a-hed deveziou, war straedou eur geoded ec’hon-divent, koz evel an douar hag ar bed, mamm holl geodedou an douar, kelennerez ar re fur, magerez ar ouizieien, krouerez tud ampart en holl arzou ha micheriou. Gourizet eo a vogeriou ramzel, en o diabarz tïez a gant-miliadou, parkou ha liorzou a viliadou, templou ha paleziou a ganchou. Seiz tour savet an eil war egile a weler eno, hag ar seizvet, an uhela-holl, a zo anezan eur santual da vab skedus an Nenv. Tri c’hant pemp ha tri-ugent derez aour hag arc’hant, kement anezo hag ez eus a zeiziou e bloaz-heol bro Galdea, a gas eus troad an tour d’al lein anezan, e-lec’h ez eus eur maen yec’hedus ma vez pareet dre steki outan klanvourien gêr. Gand ar ramzed eo e voe savet an tour-ze gwechall, c’hoant d’ezo da skeuliata an nenv, nemet mesket e voe o yezou d’ezo gant an Uhela o stlabezas e pevar c’horn ar bed. Evel m’eman, an tour-ze n’en deus ket e bar e bro all ebet ; unan eus marziou ar bed eo-hen [2].

Gwelet em eus ar gêr graet a vaen-benerez ha maen-marbr a zo bet savet gand an trec’hour-meur Alexandros, mab Philippos, da lavarout eo Alexandria-war-an-Nil. Glan ha gwenn-kann e sav ar gêr-ze war ribl mor ar C’hreisteiz, en tu-hont d’an dour rag-eeun d’an Hellas, e toull-dor aven ha bro an Ejipt. Rak ar vro-ze hag an draonienn ma red aven vras an Nil ne reont nemet unan. Glas ha tudek eo an draonienn, golôet a wez, a zouarou-gounit, a beurvaniou geotek, dre-holl e-leiz enni boud an douriou ha mouez laouen an tropellou. Hogen, an distera ma pella an den diouti, ne gav mui nemet traez ha mein-ruilh, ne wel ken

  1. Sour, ger distreset eus Tsour, ano semitek kêr « Tyr », a zo diveret dioutan, e gregach, an ano-bro Suria « bro-Syri ».
  2. F. de Mély, la Tour de Babel en 355 après J.-C. (Paris, 1900). Tennet eus ar Revue archéologique 1900, II. pp. 412-421.