Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —

en enez Abalos ha douaret war ar penn-tir bras diouz tu ar c’huz-heol a reer anezan Trileukos [1]. Eno eo e sav e grugell-vez, an dour-sal o kaea tri zu anezi, ma vez an den-meur, en e c’hourvez warnan, luskellet noz-deiz gant mouez-voud ar mor en deus-hen, ar c’henta eus e ouenn, treizet ha damesaet. Meurbet sakr e tremener an holl benn-tir a zibenn an enezenn er c’huz-heol rak, estreget bez Nemetos, e kaver warnan beziou stank m’eman er goudor enno relegou mibien ha gourvibien an den-meur. Nemet aes eo anaout diouto krugell-vez Nemetos, dre ma ’z eo-hi an uhela hag an nesa d’ar mor er c’hornog. E-kreiz noz, diouz m’eman brud, pa vez an oabl o hinoni hag al loar o skedi en nenv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o beziou da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azeza a reont a-strolladou war gern ar c’hrugellou hag e kenprezegont laouen en eur arvesti ouz an nenv hag ouz ar mor [2].

Setu aman anoiou ar c’hrenvlec’hiou bet savet gant Nemetos hag e vibien : Mediolanon « ar gompezenn-greiz », Nemetorigon « rouantelez Nemetos », Nemetoratis « ratis Nemetos », Korioratis « ratis an Arme », Litanoratis' « ar ratis Ledan », Nemetovidus « ar Wezeg sakr » pe « gwezeg an Neved », Sonnoratis « ratis an Heol », Lugumagos « tachenn Lugus », Lemonon « kêr an Evlec’h ».

E Nemetoratis eo, hervez an hen-zanevellou, edo en e zav ti-meur Nemetos. Brasa ti bet savet betek-hen e kompezenn an Teir Stêr gant bagadou diouz ar vro-Wenn. Rak daouzek mab Nemetos ha ganto o friedou, hag, ouspenn, he daouzek merc’h ha ganto o ezec’h, a gouske holl dindan e dôenn. Kambchou a weled, eta, leiz an ti-ze, ken e tremene, en e amzer, evid eun tredemarz, ma ’z oa brud dioutan ha ma teued a-bell-vro d’e weladenni. Hogen, abaoe, ez eus bet

  1. « Teirgwech gwenn » pe « gwenn meurbet ». Eur beg-douar anvet evel-se a oa er Spagn. Enez Heligoland (Abalos), kaset breman gand ar mor d’eun dolzennad vaen-krag nemetken, a oa ouz hec’h ober, er Grenn-Amzer c’hoaz, gweleadou teo-meurbet a gleiz a zo bet dismantret abaoe gand an tonnou, hag a rae d’ezi d’ar mare eur gouriz tornaodou gwenn (Reclus, Géogr., III, pp. 734-7). Ac’hano hep mar an ano rôet gand an Tarzek d’ar penn-tir-man.
  2. Anderson-Leclerc, Myth. scand., p. 251.