Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/127

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —

sehier ler pe gestou ha boutegi aozilh. Eus an douar-atred eo e raent ar savennou. Peurc’hraet ar c’hrenvlec’hiou ha marc’het en o mudurunou an dorojou anezo, laonennou arem a-dreuskiz d’ezo d’o c’hrenvaat, setu e reas Nemetos kendastum an holl labourerien. Gourc’hemenn a reas d’ezo en em astenn war ar savenn m’edont o paouez peurvernia, o fennou en diavaez war-du ar c’hleuz hag o zreid en diabarz. Neuze, e reas dibenna anezo an eil war-lerc’h egile. Daouzek mil a oa anezo. Dre greiz nozvez al lazadeg, eul lenvadeg a boan, a gasoni, hag a valloz a savas a-ziwar an holl rann-dir etre an Albis hag ar Visuria hag a bignas d’an nenv. Aner, avat, e voe d’ezo, rak gant gouenn Vanos hag he doueed edo an nerz, an trec’h hag al levenez. Arouez an Hevoud a steredenne war vrennid he faotred yaouank, he flac’hed yaouank [1], war laonennou o c’hlezeier hag o gourglezeier, war houarn o goafiou [2], war souc’h o skouedou [3], war fust o arouezintiou-brezel. Henvel ouz eun evn torret d’ezan e ziouaskell, e kouezas ar valloz d’an douar. War ar re o doa hen taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennou trouc’het war dalben ar savenn. Pintet war beuliou, trôet o dremm war-du ar maez, e voent lezet eno da zigiga. Gwennaat a rejont el lec’h-se ha mont en uloc’h hep ma teuje dourn den ebet da steki outo nepred. Evid ar c’horfou, enkeoet e voent en douar m’edont gourvezet warnan, hag en doare-ze eo e voe kretaet a-benn ar c’hantvedou da zont galloud ha didrec’husted krenvlec’hiou an Nemetaved (Nemetavi « keneiled Nemetos ») e kompezenn an Teir Stêr [4].

Ker puilh, war a lavarer, e redas ar gwad a-hed ar savenn, e-pad al lazadeg, ma voe anezan, e strad ar c’hleuz, poulladou a badas an heol hag an douar tri devez d’o feureva.

Damc’houde, e reas Nemetos sevel eun niver listri ma tiskennas ganto an Albis da vont er mor. Da genta, e tizas enez Abalos (pe Bononia) a voe kemeret gantan ha, pelloc’h,

  1. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 168, XVIII ; p. 172, sk. 28.
  2. Déchelette, Manuel, II, trede lodenn, p. 1147.
  3. Read and Smith, British Museum, Early Iron Age, plate I.
  4. Cf. Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 351 ; Sébillot, Paganisme celto-latin, p. 199-200 ; D’Arbois, les Druides, p. 89.