Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/126

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

Turos, lazet gant Lugus, mab Moranos, eur brezelour yaouank kaer evel an heol en e darz, ar yaouanka eus bagad Nemetos. Digaset e voe an nao fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwinta e beg goafiou, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwasa ha ma talc’he c’hoaz ar Skaled, oc’h en em zifenn taer meurbet. O welout an nao fenn ha, dreist-holl, penn bras-divent gwad-holl Turos, ez eas bihan o c’halon gand an enebourien hag e kolljont pep spi d’an trec’h. Trei kein a rejont ha tec’hout, o lezel war an dorgenn o goafiou hag o skouedou. Diredet war o roudou, brezelourien Vanos a reas eul lazadeg vras anezo. Saout ha denved, peurvanou ha parkou, krenvlec’hiou ha kêriadennou, kement glad a oa gand ar re drec’het a zeuas e kerz mibien Vanos. Penn Turos ha pennou ar renerien all a voe graet gant Nemetos o balzami hag o ispilha dre nac’hennou hir o bleo du e kenta neved ar vrôad, e Mediolanon. Ac’hano en em skignas ar gwarezadur diouto war an holl vro dalc’het gant bagad Nemetos [1]. Ar penn meur gand an nao fenn bihan en-dro d’ezan, e gourneved Mediolanon, hennez e voe penn-derou d’an arouezinti-vrezel dibar ma ra ganti ar re eus poblou Keltia a zo diskennet eus an Nemetaved (Nemetavi), da lavarout eo eus keneiled Nemetos [2] : eur penn ramzel ha taer eo-hi, stag ouz ar penn-ze dre chadennou nao fenn all bihanoc’h [3].

Evit mirout da viken ar vro en doa gounezet, e reas Nemetos sevel dre-holl difennou ec’hon kelc’hiek pe hirgelc’hiek, anezo peb a gleuz pe veur a hini, ha savennou-douar, kement eus ar re-man hag a gleuziou. Hen eo ar c’henta a lakeas sevel an difennou-ze a reer anezo ratis [4]. D’al labour sevel e grenvlec’hiou e lakeas ar brizonidi kemeret gantan diwar ar Skaled hag a save an niver anezo da veur a zek-kant. Poellek ha difrae e teuas o labour gand ar Skaled : da doulla ar c’hleuziou e raent gant pigellou ha paliou, hag an atredou diouto a gasent er-maez war-bouez

  1. Cf. Herodotos, IV, 103.
  2. Diwar-benn Nemetavi, D’Arbois, Noms gaulois, p. 160.
  3. Cf. Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 351.
  4. Iwerzoneg raith « moger-zouar », Joyce, Social History, II, pp. 55-9.