Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/125

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

talfasok bleo-du. Nemet ez oa en o zouez, war a lavarer, eun hen-gredenn a-rumm-da-rumm e vijent deut eus meneziou ar c’hreisteiz dre draoniennou ar stêriou. Koun a zalc’hent eus an emgannou a renkas o gourdadou embreger ouz ar « Kunokenned » (Kunokenni) hag ouz ar « Morikuned » (Morikunes), kent diazeza er gompezenn. Rannet ez oa ar Skaled en eun niver bras a veuriadou. Re an enezennou a oa en o fenn renerien a ouenn ganto. Re an douar-kalet avat a sente ouz tiegeziou rouanez bleo-melen, deut eus ar vro-Wenn en amzer Senodonnos. Ambri a raed eus ar rouanez-se, da lavarout eo « kadarned » e yez koz ar vro-Wenn. Ambrones [1] a reer anezo breman peurliesa. Nemet e-touez ar bagadou renavi ez eo bet lakaet an Ambroned-ze gand an danevellourien, dre m’o deus kemeret, an darnvuia, da briedou pe da serc’hed merched da bennou kenta ar Skaled. Evid ar Skaled, Skali « mevelien, sklaved » eo o anver en abeg d’an drec’hedigez ha d’ar sujedigez anezo gand an Ambroned. Hêlerien eler, paotred varchosi ha flec’h ez oant d’an Ambroned ; simiada a raent evito, mesa o chatal, sevel o zïez, o c’hloziou, o bagou. O friedou hag o merc’hed eo a vede hag a vale greun d’ar roueed. A-douez ar Skaled, ken re bro ar Goularz ha re an Erkunia ha Galia, eo o deus a beb amzer mibien Vanos en em bourvezet a vevelien hag a vitizien.

Ar re-ze ez oa poblou kompezenn an Teir Stêr pa zigouezas Nemetos hag e vibien.

Nemetos a drec’has ar Skaled e triwec’h emgann ; o diouenna a reas, pe o argas diouz an holl rannou-tir dalc’het gantan. En unan eus an emgannou-ze, ma voe peurziskaret ennan beli ar Skaled war ar vro, e kouezas an nao rener penna anezo, hag e voe o roue-meur, eur ramz euzus anvet

  1. Diwar-benn an anoiou-ze a boblou, sellout d’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 358-359 ; Jullian, Histoire de la Gaule, I, pp. 123-124. — Kunokenni « mibien ar c’houn (chas) » ha Morikunes « morgoun (chas-mor) », el linennadou araok, a zo anoiou ijinet gand An Tarzek. Oc’h o sevel, edo o sonjal marteze er meuriadou hemolc’herien ha pesketaerien a oa o veva war aochou an Danmark e penn-kenta oadvez an armou hag ar binviou maen lufret (Déchelette, Manuel, I, pp. 322-5).