Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/121

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

o dourn, a bede tro-dro d’ar bez, a rae evadkinnigou hag a gase da benn eul lidlazadenn.

Dalc’het m’edo gant kened ar pevarzek-se hag an uhelded-ene a lenned war o dremmou hag en holl emstumm anezo, e vane Momoros paret e sellou outo. Neuze a-greiz an dervenneg eur vouez-doue a savas hag a c’harmas : « Setu aman an douar rôet da Vomoros, mab Neutto, gant doue Manos. Setu aman ar boblad wenn a savo eus bagad ar Marc’h hag a roio an diskennidi anezi rouanez da C’halia ha da Vrittia. Ha setu aman ar vibien hag ar merc’hed en devo Momoros eus Meduna, merc’h Krixos. » Momoros a evesaas neuze ez oa steuziet ar marc’h hag e klevas eul laouenedigez vras en e greiz, rak brao ez oa ar vro ma ’z edo, stank ha disi ar boblad anezi, ha diouz e c’hoant ar vibien hag ar merc’hed. Dihuni a reas ha trugarekaat doue Manos.

En deiz-se end-eeun e tanzee bagad ar Marc’h mont en e raok. Tri devez goude, e tistremenent an Albis hag e kemerent penn o hent war-du ar Sterenn. En eizvet deiz e tigouezjont er vro a oa bet gwelet gant Momoros dre e hunvre. Aod bro lenn an Heol ez oa, en hanternoz d’an douar a oa bet poblet gant bagad an Alc’houeder. Momoros gand e vrezelourien a embregas meur a stourmad ouz ar Skaled hag ar Sitoned [1], o faezas hag o c’hasas war-du an hanternoz hag ar c’huz-heol. En emgannou-ze Dubis, roue ar Skaled, ha Roudos, roue ar Sitoned, a gavas o maro [2]. Eur bras a vrud a zeuas da Vomoros diwar e furnez, e gadarnded, e drec’hiou-brezel. Kent mervel, e tastumas e vibien, e gerent all ha renerien ar vrôad hag e lavaras d’ezo :

« Setu deut evidoun deiz ar c’himiad ! Va selaouit ha sentit ouzin, rak eno eman mad an holl hizio hag en amzer-da-zont. Pa vin maro, trouc’hit va fenn diouz va c’horf. Ra ’z ay va c’horf dibenn da c’hourvez e-touez ar spezou, en askre Andelitana Amlavar. Gand e wiskamant brezel en e gerc’hen, e gleze en e zourn dehou, e zaou c’hoaf en e zourn kleiz, e skoued dirazan, e c’hourgleze en e c’houriz, savit va c’horf

  1. Ar Sitoned (Sitones) a ziskouezfe a-walc’h beza ar Finned (Kiepert-Ernault, Manuel de Géographie ancienne, p. 321).
  2. Dubis « du », Roudos « ruz».