Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/120

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —

mou rag-eeun d’an heol pa darz. Eno e save eur grugell-vez, hag en-dro d’ezi seiz paotr yaouank leun a nerz ha seiz plac’h yaouank leun a gened. N’oufe geriou distaget gant genou mab-den, ne vern e pe yez, peurskeudenni kened, nerz, haelded, enor ar pevarzek den yaouank-se. Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzadenn a-dreuz da seiz koad an oadvez, war da hent a-grap ouz menez an devez, war dour sioul keinvor an abardaez, ez trôad war-du glann al Luc’h peurbad [1]. Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouz dremm-den ken ma n’houljent flemma eur c’har d’ezo pe eur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiad, akuit en emgannou, ampart el labouriou-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran ! Evid ar seiz plac’h yaouank, a-youl e vefe da c’hoarezed, da verc’hed, da c’houhezed henvel outo ! Ra c’hellfec’h, te ha da vreudeur, e nevez-amzer ho puhez, war henchou ar bed, kavout da geneilezed, da garezed, da briedou, maouezed evelto ! Rak bez’ ez oa enno nerz ha brud tiegez an doueed. E pep-hini anezo e skede en eur gevred an nao ferlezenn a ra lorc’h kurunenn an doueed, an nao zalvoudeka tenzor eus lez Dêvobriga : Ogia « gwerc’hded », Glania « glanded », Uxellia « uhelded », Dagia « madelez », Karantia « karantez », Virionia « gwirionez », Aventia « lealded », Lania « leunded (a gened, nerz, skiant ha furnez) », Lovania « levenez » (Ar re-ze eo anoiou an nao gwerc’hez nenvel, merc’hed da Velenos) [2].

Ar seiz plac’h yaouank a ginkle gant rodou bleunv ha garlantez ar grugell-ganv. A-vriadou e taolent war he gorre kenin [3] nevez-kuntuilhet. Ar seiz paotr, o c’hleze noaz en

  1. Keferata gand Immacallam in da thuarad (Emzivizadenn an daou zen fur), embannet ha trôet e saozneg gant W. Stokes, Paris, 1905, pp. 18-9, 26-7, 28-9.
  2. Ogia, iwerzoneg oge, diwar og « gwerc’h, divoulc’h » ; uxellia, iwerzoneg uaisle ; lania, iwerzoneg lane, D’Arbois, Grammaire celtique, pp. 23, 115.
  3. « Asphodèle » e galleg, Rev. celt., 1909, p. 343.