Evit-han da veza mantret he galoun gant ann doan, Job a lavare nebeut goude, o c’hedal tarz eunn deiz da zont, deiz kaer-meurbed evit-han : Gouzout a rann ez eo va Zalver leun a vuez, gouzout a rann e vezinn gwisket euz a eur c’horf nevez, hag er c’horf-ze e welinn va Doue, e welinn anezhan gant va daoulagad.
A-neuze he boan a ia kuit ; he zaelou stank, mesket gant daelou he Zalver, ne d-int mui d’ezhan nemet eunn dra red evit ober pinijen ; diskouez a reont d’ezhan lealded ha trugarez Doue, ha digas a reont levenez ann env d’he ene.
Jezuz-Krist o vervel en deuz digoret ann env d’ann den kollet, d’ann den ne c’houlenne nemet eur bez d’he gorf. Hag abek hon defe-ni goude-ze d’en em glemm euz hor poaniou, pa’z eo gwir e vezimp digollet Ker kaer anezho gant Doue ? Hag abek a ve d’e-omp da glemm er mare ma teu Jezuz, dre ar poaniou, da rei d’e-omp lod e milidou he varo ?
A-vreman, Aotrou Doue, ec’h anavezann ez ounn dall ha dizanaoudek ; a-vreman ne c’hoantainn tra mui nemet kaout lod enn ho poaniou, evit mac’h hellinn, eunn deiz da zont, kaout lod enn ho kloar.