Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


O karantez ! karantez a ra d’ann dud beza santel, karantez a zo Doue he-unan, tommit va c’haloun ha grit d’ezhi beza karantez holl. Bezit va buez, va buez hed-da-hed, euz a vreman da viskoaz ha da viken.

Evel-se bezet great.




C’HOUEZEKVED KENTEL.


Red eo d’e-omp gonzanv faziou ar re all.


1. — Ar pez ne d’eo ket ann den evit digas da vad, pe enn-han he-unan, pe er re all, bez’ e tle her gouzanv keit ha ma plijo gant Doue. Kredit n’euz marteze netra gwelloc’h evit lakaat ac’hanoc’h da c’houzanv heb en em glemm ; rak ma ne ouzomp gouzanv netra, ne dalvezomp nemeur. Koulskoude, pa harz ouz-hoc’h eunn dra-bennag, e tleit pidi stard evit ma plijo gant Doue rei d’e-hoc’h skoaz ha nerz da c’houzanv ho poan heb en em glemm.

2. — Goude ma vezo bet kelennet unan-bennag eur weach pe ziou, ma ne zent ket ouz-hoc’h, arabad eo d’e-hoc’h ober dael out-han : likit pep tra etre