e-bed digant ann den ; kas a ra pep mad da Zoue, o veza ma teu pep tra digant-han evel ann dour euz ann eienen. Ar zent holl a gav e Doue ho digoll, ho feoc’h hag ho ehan diveza. Ann hini en defe eunn elven hep-ken euz ar gwir garantez, hen-nez a welfe ervad ne d-eo holl draou ar bed-man nemet avel ha moged.
Peurliesa oberiou ann den a zao diwar eur c’hrisien fall, me lavar dioc’h ann drouk-ioulou-ze a komz ann Abostol sant Iann diwar ho fenn ; bez’ e rankomp stourm out-ho hed hor buez. Karantez re vraz ann den evit-han he-unan a zo diez da drec’hi, hag a dro aliez da fall ann oberiou zo gwella da welet. Nag a labouriou, nag a aluzennou, nag a binijennou a vezo kollet evid-omp dirak. Doue, petra-bennag hor be bet fisians enn-ho. Doue n’en em ro nemet d’ar re a gar anezhan, n’en em ro nemet d’ar re a zo tommet ho c’haloun gant ar gwir garantez. Ar garantez dudiuz-ze n’e deuz na ment na beven, a bad a viskoaz hag a bado da viken, eme ann Abostol sant Paol ; pep tra all a dremen a vad.