Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/595

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
583
IV LEVR. — XVIII KENTEL.


Ia avad, her c’hredi a rann, Aotrou. Ann env hag ann douar a dremeno, ho komziou-c’houi avad ne drennenint ket. Kredi hag ansao a rann ez eo breman e gwirionez ho korf ar pez a ioa bara ; kredi a rann ez eo breman e gwirionez ho koad ar pez a ioa gwin. Kredi a rann ar wirionez-ze, ha va spered a laka da devel va skianchou direiz. Doue en deuz karet kemend ann den m’en deuz roet evit-han he Vap, ar Map n’en doa nemet-han. Hag evit kas da benn eur mad ker braz, evit he lakaat da badout da viken, ar Map ive en em ro he-unan bemdez d’ann den oc’h ann daol zantel ; en em rei a ra e-c’hiz m’ema, korf ha goad. Her lavaret a rann adarre, Aotrou : Kredi a rann omp bet karet gant Doue, kredi a rann omp karet gant ann Tad, omp karet gant ar Map ; hag ar garantez vraz-ze hep kemm na ment eo a zesk hag a zispleg pep tra d’e-omp. Eur mister ker braz a zo dreist hor spered, n’euz fors. Ha ne ouzomp-ni ket n’euz den evit anaout hoc’h henchou, o va Doue ? Ha ne ouzomp-ni ket e vezo diskaret gant ho kloar ann hini a glask anaout hoc’h henchou huel-meurbed ? Eunn dudi eo evid-omp kredi ar pez ne anavezomp ket, eunn dudi eo evid-omp en em deurel, a benn kaer ha kloz hon daoulagad, e-kreiz ar mor euz ho karantez hag en em veuzi enn-han. Ra davo eta ar re a zo ho c’haloun