viken, Doue braz ha galloudek meurbed, Doue a ra enn envou ha war ann douar traou braz ha dreist spered ann den ; ha ne vezo biken hini e-bed evit anaout he vurzudou hed-da-hed. Ma ve oberiou Doue evit beza anavezet eaz gant ann holl, ne ve den evit lavaret ez int burzudou, burzudou brasoc’h eget kemend a oufemp da lavaret.
Ann den difeiz a fell d’ezhan beza gwiziek, ha dre-ze ez a da goll. Goulenn a ra he zilvidgez digant ar skiant, digant ann orgouil ; he goulenn a ra digant-han he-unan. Ha neuze e gweled he spered leun a devalijen, e gweled he galoun dinerz ha saotret, neuze e klev mouez ar maro. Kristenien, ho pezet sonj atao euz ar c’homziou-man : ann den zo he galoun eeun ha gwirion, hen-nez a vev dre ar feiz. Bevit eta dre ar feiz, oc’h en em vaga euz a zakramant ann Aoter, rak n’euz tra a ve gwelloc’h eget ar goumunion zantel evit diskouez hor feiz. Ann hini a zo ann hent, ar wirionez hag ar vuez, me lavar Jezuz-Krist, Map Doue, en deuz lavaret : Setu aman va c’horf, setu aman va goad. Ha kredi a rit-hu ann dra-ze ?