kredi a rann ez oc’h hor Zalver, Map ann Doue beo, a zo deuet er bed-man. Livirit oc’h-penn evel a lavaraz sant Paol : Deuet oc’h er bed-man evit savetei ar bec’herien ; enn ho zouez me a zo ar brasa. Kredit eta, ene kristen, meulit ha karit Doue, ho pezet fisians enn-han.
O va Jezuz, skubit ann devalijen a zo enn-dro d’in, evit mac’h hellinn gwelet ac’hanoc’h. O va Jezuz, ra’z ai ho komziou e gweled va c’haloun, grit ma klevinn ac’hanoc’h. Komzit ouz-in, Aotrou, komzit, ne d-euz mui nemet eur pennad amzer, komzit. Roit d’in daelou evit mac’h hellinn lavaret d’e-hoc’h : Skoit war ar roc’h evit ma tarzo anezhi d’ann douar ann dour euz ar garantez ; euz ar garantez-ze a strink anezhi fisians hag anaoudegez-vad.
1. — Ann ene mad. — Aotrou, c’hoant braz am euz d’ho tigemeret em c’haloun gant eur feiz kre ha gant eur garantez flamm, evel m’ho deuz great e-leiz a zent hag a eneou kristen a zo