Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/583

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
571
IV LEVR. — XVI KENTEL.



EVIT HOR C’HELENN.


Ne d-eo ket dre glask sevel huel hor spered eo ec’h hellimp tenna frouez euz ar goumunion zantel, rak ne vemp ket evit tenna mad e-bed anezhi anez beza leun a garantez evit Doue, anez meuli Jezuz-Krist enn-omp, anez digeri d’ezhan rag-eeun dor hor c’haloun gant eur fisians vraz, enn eur gomz out-han evel ma komz eur mignoun ouz he vignoun. Beza hon euz eunn taol braz a ezommou ; lavaromp d’ezhan petra int-hi. Goloet omp gant hor gouliou ; diskouezomp anezho d’ezhan, evit ma walc’ho anezho enn he c’hoad sakr. Dinerz ha sempl omp ; goulennomp digant-han ma teuio d’hor c’hrevaat. Enn noaz emomp, naoun ha sec’hed hon euz ; lavaromp eta d’ezhan : Ho pezet truez oc’h ar paour keaz-man. Digant Doue e teu ann holl c’hrasou. Selaouit anezhan o lavaret : Me a laka ann den da zevel euz a varo da veo, me a zo ar vuez ; ann hini a gred enn-oun, petra-bennag e ve maro, hen-nez a vevo ; ha kement den a vev hag a gred enn-oun, hen-nez ne varvo biken, — Ha kredi a rit-hu er c’hiz-ze ?

Kristen, ne lavarann d’e-hoc’h netra e-bed ken ; Jezuz-Krist eo a gomz ouz-hoc’h evel ma komzaz gwechall oc’h Marta ; livirit eta evel-d-hi: Ia, Aotrou,