Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/580

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
568
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

a rinn out-hi, o veza ma kredann ho pezo truez ouz-in hag e teuot da leuskel eul lomm-bennag war va ene dizec’h. Roit d’in d’am freskaat, Aotrou, eun beradik euz ann dour-ze, abars ma’z inn kuit euz ar bed-man, rak hep dafe ne vezinn mui.




C’HOUEZEKVED KENTEL.


Rei a dleomp da anaout da Zoue ar pez hon euz ezomm ha gouleun ivez he c’hras digant-han.


1. — Ann ene mad. — O va Jezuz mad ha karantezuz-meurbed, hag hen zo braz ar c’hoant am euz d’ho tigemeret em c’haloun gant feiz ha gant karantez ! Anaout ervad a rit peger sempl ounn, anaout a rit petra zo red d’in da gaout ; gouzout a rit peger braz eo ann drouk, peger braz eo ann techou fall a ra d’in plega d’ezho ; gouzout a rit pegemend a boan a c’houzanvann, pegemend a nec’h am euz, pegen aliez gweach ounn temptet, peger saotret eo va c’haloun gant va fec’hejou.

Dont a rann d’ho kavout evit ma ve-