Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/579

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
567
IV LEVR. — XV KENTEL.


Neuze ez a da netra pep rogentez ar galoun ; neuze ann den ne gav enn-han nemet sempladurez ; neuze ann den a bleg dindan ann dourn a sko war-n-ezhan, dindan ann dourn ne sko nemet evit dont d’her parea. N’euz karantez na feiz, peger braz-bennag e vent-hi, a gemend a ve talvoudusoc’h evit ar c’hristen mad, na gwelloc’h dirak Doue, eget en em zilezel he-unan. Neuze Pried ann envou a zeu da deneraat ; neuze e tosta oc’h he Fried a ioa enn diouer euz he muia karet, oc’h he Fried a choume war vale, e-kreiz he anken, hevel oc’h eur golvan a zo he-unan hag a huanad dindan toenn eunn ti.

Er zakramant sakr e teu d’en em ziskouez d’ezhi ha d’he frealzi, sec’ha a ra he daelou, he briataat glann a ra hag he zomma gant he garantez, e-c’hiz diskibien Emmaüz, pa lavarent : Hor c’haloun ha ne oa-hi ket tomm bero enn hor c’hreiz, pa gomze ouz-omp hed ann hent ha pa zizoloe d’e-omp ar Skritur sakr ?

Aotrou, va Doue, hen ansao a rann, ne d-ounn ket mad evit kaout perz enn dudiou braz-ze. Anaout a rann va fallagriez, ha va fec’hed a zo bepred dirak va daoulagad. Na petra a zo dleet d’in da gaout ? Poan ha kastiz ha netra ken, siouaz d’in ! Evelato e c’houlennann di-gan-e-hoc’h ho trugarez vraz-meurbed ; va fenn stok oc’h ann douar, tostaat a rinn oc’h ann eienen a zour beo ; tostaat