kavot ar peoc’h, o veza ma vezo gwelloc’h gan-e-hoc’h ar pez a blij da Zoue, eget kement tra all ebed.
Ann hini eta a zo eeun he galoun hag a zao he ene war-zu Doue, ann hini a zo he galoun distag dioc’h pep karantez, dioc’h pep kasoni direiz evit ann traou krouet, hen-nez a vezo kavet mad da gaout ar c’hras hag ive da gaout ar gwir garantez. Rak Doue a skuill he vennoz el leac’h ma kav kalounou goullo ; ha seul vui ma tilezomp a-grenn traou ar bed, seul vui mac’h en em zisprizomp hon-unan ha ma varvomp d’e-omp hon-unan, seul vui a ze e teu buhan ar c’hras d’e-omp, seul vui a ze e teu stank enn hor c’haloun, seul vui a ze e teu ann ene da zevel war-zu Doue ha da veza distag dioc’h pep tra.
4. — Neuze, na souezusa tra e vezo d’ann den gwelet ar pez n’en doa gwelet biskoaz, neuze en devezo grasou e-leiz, ha dor he galoun a zigoro, rak a neuze ann Aotrou a vezo gant-han, o veza ma’z eo en em lekeat a-grenn hag evit bepred etre he zaouarn. Er c’hiz-ze eo e vezo
benniget ann hini a glask Doue a wir
16**