2. — Mar teufe ar c’hras d’ann den kerkent ha ma c’hoanta kaout anezhi, neuze e ve eunn abek d’ezhan da veza temptet, ker sempl eo he galoun, Rak-se e tleit gortoz ar c’hras-ze gant eur fisians stard ha kre, hep klemm hag oc’h en em izelaat. Mar hoc’h euz diouer anezhi, pe mar bez lamet digan-e-hoc’h, ansavit ez eo c’houi zo kiriek a ze, c’houi hag ive ho pec’hejou.
Eunn dister dra a zo a-walc’h aliez evit miret oc’h ar c’hras da zont pe evit bihanaat anezhi. Na petra lavarann-me ! Ha ne d-eo ket kentoc’h eur gwall dra ar pez a vir oc’h eur mad ker braz da zont ? N’euz fors peger braz pe peger bihan-bennag e ve ar pez a vir na zeu d’e-hoc’h ar c’hras ; mar d-oc’h evit lemel kement-se euz ho kaloun, neuze ho pezo ar pez a c’houlennit.
3. — Rak kerkent ha ma viot en em roet da Zoue euz a greiz ho kaloun, kerkent ha ma paouezot da glask aman hag ahont ar pez hoc’h euz c’hoant da gaout, kerkent ha ma viot en em lekeat holl etre daouarn ann Aotrou Doue, neuze e viot a-unan gant-han hag e