Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/569

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
557
IV LEVR. — XIII KENTEL.

Doue braz-meurbed ha dreist spered ann den, o veza ma fell d’in en em veuzi enn-hoc’h hag en em ankounac’haat va-unan ; en em rei a rann d’ho furnez dreist pep furnez, o veza ne fell d’in kerzet nemet dioc’h ma fell d’e-hoc’h ; en em rei a rann d’ho kourc’hemennou santel, pe int-hi zo anavezet pe ne d-int ket, ha me a fell d’in ober diout-ho, o veza ma’z int holl leal ha gwirion ; en em rei a rann d’e-hoc’h, Doue a zo a viskoaz hag a vezo da viken, o veza ma fell d’in beza euruz gan-e-hoc’h enn ho kichen ; en em rei a rann d’e-hoc’h, Tad madelezuz-meurbed, evit ma tigemerot ac’hanoun etre ho tivreac’h, pa vezo deuet ann amzer hoc’h euz lavaret. Barner gwirion, c’houi a gar dic’haoui ar pec’her hag ann den difeiz, en em lakaat a rann etre ho taouarn, evit ma teuinn da veza leal ha santel. Ne fell ket d’in avad en em lakaat etre daouarn ar Barner-ze a gastiz ar pec’heiou, rak neuze ez afenn da goll hag e vedfenn, siouaz d’in, dioc’h am be gounezet ; ha koulskoude, Aotrou, ho parnedigesiou a zo gwirion ha santel evel ma’z oc’h hoc’h-unan e pep tra ; santel int, hag em sakrifiz-me e tleont kaout perz ive. Red eo eta d’in plega d’ho kourc’hemennou ; ha setu Jezuz o tont dira-z-oun evit m’en em lakiinn enn-han, gant-han ha dre-z-han dindan ar barnedigesiou-ze.