Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/565

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
553
IV LEVR. — XIII KENTEL.

be-me eur feiz kre a-walch evit lakaat ar menesiou da loc’h, petra dalvezfe kement-se d’in ? Rak ma n’em euz ket a garantez evit ann nesa, ne d-ounn netra. Ha p’am be-me roet va madou holl evit maga ar re baour, ha p’am be-me stlapet va c’horf enn tan ; ma n’em euz ket a garantez evit va nesa, ann traou-ze holl ne dalvezfent netra d’in.

Ene kristen, mar fell d’e-hoc’h mont da test ann eured, grit e-c’hiz a reaz ar Gwerc’hezed santel euz ann Aviel : Kemerit eol hag aozit ho kleuzeuriou evit mont war arbenn d’ar Pried ; rak ar re a vezo mouget ho c’hleuzeuriou, a glevo ar c’homziou spountuz-man : E gwirionez ne anavezann ket ac’hanoc’h.




TRIZEKVED KENTEL.


Ar c’hristen mad a dle c’hoantaat euz a greiz he galoun beza a-unan gant Jezuz-Krist e sakramant ann Aoter.


1. — Ann ene mad. — Piou a lakai ac’hanoun, Aotrou, d’ho kaout hoc’h-unan, evit mac’h hellinn digeri d’e-hoc’h dor va c’haloun hag evit ma viot d’in evel m’am euz c’hoant e vec’h, enn hevelep doare na vezinn mui disprizet gant