Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/564

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
552
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

jen ha boaz ive d’en em rei d’ar mad, evit ma vezo kavet mad dirak Doue. Ar pez a blij da Zoue, ar pez a denn muia he c’hrasou, eo eunn den a zo izel he galoun, eunn den en em zispriz he-unan, eunn den en deuz eur feiz kre ha ne ra nemet ar pez a fell da Zoue, eunn den a zo distag dioc’h traou ann douar ha ne c’hoanta ken nemet madou ann env. Ar pez a blij muia da Zoue eo ar garantez evit ann nesa, rak ar garantez a zo sioul, ne oar klemm, ne deuz ket a warisi, ne ra netra gant dievezded, ne d-eo ket rok anezhi, ne gar ket en em zevel, ne glask ket he mad he-unan, ne zao ket drouk enn-hi evit tra, ne daol gaou war zen e-bed, ne gar nep dislealded, ne gar nemet ar wirionez ; gouzanv a ra pep tra, kredi pep tra, gortoz pep tra hag herzel oc’h pep tra.

O karantez a zeu e gwirionez euz ann env ! Karantez a zo gwelloc’h eget ar wella tra a zo, hervez a lavar ann Abostol braz sant Paol : Ha pa venn-me, eme-z-han, evit prezeg e kement iez zo hag evel ann Elez ho-unan, petra ve kement-se d’in ? Rak ma n’em euz ket a garantez e-kenver ann nesa, ne d-ounn nemet evel ann arem a zon, pe evel eunn drompill skiltruz. Ha p’am be-me galloud evit anaout ann traou da zont, ha pa venn-me evit anaout ann holl visteriou ; ha p’am be-me kement gwiziegez zo, ha p’am