vuez-man ; rak o veza ma’z ounn dalc’het er c’horf enk-man, me am euz ezomm a vagadurez hag a sklerijen, ne oufenn ket her nac’h.
Evit se eo hoc’h enz roet d’in, den sempl ha dinerz ma’z ounn, ho sakramant sakr evit maga va c’horf ha va ene ; evit se eo hoc’h euz roet d’in ho komps evit va sklerijenna hed ann hent. Anez kaout ann diou zra-ze, va Doue, ne oufenn beva ervad, rak ho komps a zo sklerijen va ene, hag ho sakramant sakr a zo ar bara a zigas ar vuez.
Lavaret a heller c’hoaz ez eo ann diou zra-ze diou daol a zo bet savet gan-e-hoc’h enn hoc’h Iliz santel. Unan anezho a zo taol ann aoter hag a zo war-n-ezhi ar bara sakr, da lavaret eo korf Jezuz-Krist. Aon eil a zo taol lezen Doue hag a zo skrivet war-n-ezhi ar c’helennaduresiou santel, ar c’helennaduresiou a zesk ar gwir feiz, a zizolo gouel ar zantuar hag a gas ac’hanomp rag-eeun d’al leac’h m’ema Sant ar Zent.
Ho trugarekaat a rann, Aotrou, va Jezuz, sklerijen ar sklerijen a zo a vis-