Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/553

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
541
IV LEVR. — XI KENTEL.

netra nemed-hoc’h-hu, Aotrou, am euz c’hoant da welet-da viken. Siouaz, ne vezinn ket evit ho kwelet endra vezinn er vuez kollidik-man. Red eo eta d’in diski gouzanv pell amzer heb en em glemm ; red eo e plegfenn d’e-hoc’h holl c’hoantegesiou va c’haloun.

Rak ar zent euruz a zo breman gan-e-hoc’h enn env o tridal gant levenez, ar zent-ze hed ho buez ho deuz gortozet, hep klemm ha gant feiz, ann deiz ma tliac’h digemeret anezho enn ho kloar. Kredi a rann ar pez ho deuz kredet ; ar pez ho deuz gedet, her gedal a rann ive ; d’al leac’h ma’z int-hi eat, me gred ec’h hellinn mont ive gant nerz ho kras. Da c’hortoz ma savo ann deiz-ze, me gerzo rag-eeun dre hent ar feiz, oc’h heulia skoueriou ar zent.

Me am bezo ive levriou santel evit va frealz ha va c’helen ; gwella zo, me am bezo ho korf sakr evit va farea hag evit rei d’in dizoan em foaniou.

4. — Gouzout a rann ez euz er bed-man diou zra a zo red d’in da gaout dreist pep tra ; anez ho c’haout ne venn

ket evit dougen va beac’h pounner er

16